Anjela Duval hiziv – Ronan Koadig

Un dremm roufennet sklerijennet gant daoulagad lemm leun a vuhez hag a fent. Un teod prim, kaset en-dro gant ur spered birvidik. Dilhad paour ur beizantez uvel. Hag un dra all… ur seurt nerzh diabarzh o skediñ. Setu ar skeudenn eus Anjela Duval a zo chomet e spered he c’henvroidi hag e hini meur a dud all, strewet dre ar bed.

Met, seitek vloaz war-lerc’h e vije marvet, daoust hag-en e c’haller lâret ez eo bet komprenet mat he c’hannad ? Daoust hag-eñ hon eus gouvezet intent ster an hêrezh he deus lezet deomp ha d’ar re a zeuio war hol lerc’h ? Me ‘gav din e chom traou da zizoleiñ, c’hoazh, en hec’h oberenn hag en he buhez, a c’hellfe sikour ac’hanomp d’an deiz hiziv. Hag er pennad-mañ e kinnigan degas ma lod ha displegañ peseurt kannadoù a dalvoudegezh hollvedel am eus me kavet o lenn hec’h oberenn koulz hag o taremprediñ anezhi ingal.

Diskouezet he deus e ranker klask ar wirionez en tu-hont d’ar pezh a vez gwelet diwar-c’horre ha n’eus forzh petra a soñjfe ar re all. Stourmet he deus dibaouez evit lakaat hec’h oberoù da glotañ gant he menozioù. Ha kavet he deus eürusted o reiñ he buhez d’ar re all…

I. Klask ar wirionez

Sell petra ‘ri 1

A-hed he buhez ez eo bet Anjela ur brederourez. Anat eo d’ar re o deus lennet anezhi aketus koulz ha d’ar re o deus bet ar chañs d’anavout anezhi. Bet ganet e 1905, n’eo nemet er bloavezhioù tri-ugent m’eo kroget da skrivañ. Met e-pad he femp bloavezh ha hanter-kant kentañ, ouzhpenn evit labourat an douar hag evit ober war-dro he zud, he deus goveliet he furentez. Diazezet he deus he meizadenn eus ar vuhez war tri uhelvennad : ar speredelezh, ar garantez-vro hag ar garantez evit an douar.

C’hwi ‘oar mat Aotroù
Pere eo ar Palioù a glaskan
Tizhout peogwir eo c’hwi
hoc’h eus o diskouezet din
Ar Feiz. Ar Vro. Douar ar Vro*.

Asambles e ra an tri uhelvennad-se ur reizhiad (pe ur sistem) kempoell ha galloudek. Met evit klask kompren Anjela Duval e vo ret deomp studial anezhe hini ha hini memestra.

 

Karantez an natur

Fonnus eo aet an ijinerezh genetik war raok abaoe m’eo marvet Anjela Duval. Ha pell-hardizh eo aet : gallout a ra mab-den kemm an natur vev, bremañ, hag adstummañ anezhi. Gallout a ra lakaat tud gaonac’h da gaout bugale, krouiñ plant ha loened treuzgenel ha, zoken, « heñvelstrujañ » 2 loened ; da lârout eo — evel zo bet graet gant an dañvadez Dolly e 1997 —, strujañ en ul labourva loened heñvel ouzh ul loen kentañ, nemet diwar ur gellig bet kemeret dioutañ…

Ur rikour eo araokadennoù ar bev-teknologiezhioù evit an enklaskerien vezegel : sikour a reont anezhe da grouiñ vaksinoù a-enep da gleñvedoù spontus (evel an avuad-B, ar sida pe an droug-skevent) hag ivez da zizoleiñ gen kleñvedoù zo ha — ‘benn nebeut, marteze — da gemm ar gen-se evit tremen e-biou d’ar c’hleñvedoù. Evit an armerzh ivez eo ur rikour ar bev-teknologiezhioù : gante, da skouer, e c’heller produiñ loened chatal muioc’h-mui « kevezus ». Met, eus un tu all, e sav an holl teknikoù-se kudennoù bras a vuhezegezh : betek pelec’h en deus droed mab-den da gemm an natur ? Peseurt harzoù he deus c’hoant ar gevredigezh da lakaat ouzh an oberoù war ar boudoù bev ?

Ugent vloaz zo, ne oa ket a voaien da soñjal er pezh a c’hall an ijinerezh genetik ober bremañ. Setu Anjela Duval n’helle ket komz eus se, evel-just. Met prederiadennoù ar varzhez diwar-benn an natur a c’hell sikour ac’hanomp da ober hon soñj diwar-benn ar c’hudennoù a-vremañ. Un donezon eus Doue e oa an natur eviti ; un donezon a c’hellomp ober hon mad diouti, gant m’hon dije resped ha doujañs eviti hag e sikourfemp anezhi da frouezhiñ. Ha mab-den n’eo nemet ul lodenn eus an natur anezhañ ; setu eo ret dezhañ chom uvel ha dilorc’h. A-enep tre da’r pezh a soñj an enklaskerien (hag an nerzhioù armerzhel a zo a-dreñv dezhe) ez a ar stumm-se da welout an traoù. Int, evel Descartes, a soñj gante e tle an dud « se rendre comme maîtres et possesseurs de la nature » 3. Aze zo daou vod da soñjal enebet penn-da-benn, evel daou benn-ahel. Gant piv emañ ar wirionez ? Gant uvelded Anjela Duval hag he doujañs evit an natur ? Pe gant ar fiziañs lorc’hus en deus Descartes en denelezh ? Start eo respont. Met erru eo poent deomp divizout eus an traoù-se : unan eus kudennoù luzietañ ha pouezusañ an XXvet kantved oc’h echuiñ eo araokadennoù ar genetik. Ha reiñ a ra Anjela Duval deomp unan eus ar savboentoù hon eus ezhomm da brederiañ oute evit ober hor soñj ha kemer an divizoù a vo da gemer.

Soñjal a rae Anjela Duval ne roont an natur hag an douar o madoù nemet diouzh ar pezh a vez roet dezhe. Se zo kaoz e c’heller lârout e oa hi un « ekologourez » d’ur mare na oa ket kalz dioute. Diarbenniñ a rae, en he barzhonegoù-stourm koulz hag en he frezegennoù a-enep da wastadur an natur darn eus an trubuilhoù a ginnig kouezhañ bremañ war mab-den. E « Sahara ? » e lak ac’hanomp da soñjal en diforestañ hag er cheñchamant hin e vezer gwall nec’het gante.

Evel un daolenn fin ar Bed
Ar blaenenn arblaen en dremmwel
Forzh kelanoù ramzel
O izili a-strew, o sev o tiverañ
Ar gwez meur dibennet
(O drouklazh an Inosanted !) *

Ne oa gwall donkadur ebet aze evit Anjela, a daole ar bec’h war an Den…

Ken sot, ken kriz ha ken emgar
Gant e holl skiantoù
Hep koustiañs ‘bet mui
Hag e ourgouilh divent *.

‘Memes mod e oa evit an dour. Gwelout a rae Anjela e oa gwall arvarus stumm nevez peizanted Breizh da labourat an douar evit hon dazont :

Gwech ebet ne lezin ma douaroù da vezañ louzaouet evel ma vez graet bremañ. D’an deiz hiziv e vez diviet an douar gant an temz. Me ‘lak temz ivez. Met an nebeutañ a c’hallan. N’eus ket a-walc’h gant ma zeil. Ma vijen bet yaouankoc’h ‘m boa graet labour-douar biolojik. […] An darn vrasañ eus ar broduerien kaol-fleur hag avaloù-douar prim, evidon, n’int nemet kontammerien. Re a demz ‘lakont 4.

Komzoù Anjela Duval, aze, n’int ket gwall disheñvel, marteze, eus ar pezh a vez klevet bremañ ma ‘z eo bet saotret dour Breizh ha ma ‘z eo sklaer d’an holl e vezer aet re bell war hent an ampletusted. Met hi a lâre se un tregont vloaz bennaket zo ! Hag ouzhpenn-se, ne lakae ket tout ar bec’h war choug al labourerien-douar, er c’hontrol eus ar pezh a vez graet re alies bremañ. N’ankouae ket kiriegezh ar bankoù hag an embregerezhioù bras. Eviti, « ar c’hapital bras an hini eo ar breiner, ar mac’hom » 5

Ha tregont vloaz war-lerc’h, eus krec’h o zraktorien pe e-barzh o zier-gwer, al labourerien-douar a-vremañ n’emaint ket ken e darempred gant an douar evel ma oa-hi, pe evel ma oa o zadoù gwechall. Skrivañ a raen bremaik emeur deuet a-benn, nevez zo, da rein ur « bugel » d’un dañvadez hep n’he dije bet tamm darempred korfel ebet gant ur par ; met ur pennadig zo e c’heller — en ur stumm greantel — produiñ legumaj ivez hep implij na stekiñ ouzh tamm douar ebet… Tamm-ha-tamm e teu mab-den da vezañ ur seurt doue, kap da grouiñ ha da gemm ar vuhez en e labourvaioù, met o’n em zistagañ muioc’h-mui eus ar vuhez « naturel ». Anjela Duval, er c’hontrol-fed, en em sante un elfenn eus an natur divent, kosmek ; bevañ a rae un darempred korfel gant an douar : « An douar zo evel un eil korf din » a lâre alies. Ur perzh e oa an dra-se eus he speredelezh. Da skouer, e « Bennozh dit » e lâre da Zoue :

Te ‘ro an douar, ar glav hag ar wrez
Me ‘demz, a had, a c’hwenn, a eost*.

 

Speredelezh

Hor c’hevredigezh — ur gomz voutin eo — ne oar ket re vat war peseurt tu treiñ d’an deiz hiziv : n’ouvez ket an dud peseurt ster reiñ d’o buhez. Gwechall e veze aezetoc’h dezhe ; roet e veze patromoù sklaer gant an ideologiezhioù relijiel pe bolitikel, gant ar familhoù hag er skol. Bremañ, hag abaoe pell zo dija, ez a ar relijionoù war ziskar, e broioù pinvidik ar C’hornôg da vihanañ ; an uhelvennadoù politikel az a tamm-ha-tamm d’ar strad, dreist-holl abaoe ma ‘z eo kouezhet Moger vBerlin en he foull ; ar familhoù o deus tapet ur pezh taol gant darvoudoù Mae 1968 : tarzhet eo ar patrom uheldadel a wechall ha n’eus patrom boutin ebet o kemer e blas ; hag ar skol zo tapet en un enkadenn… Ent-se e teu da vezañ kalz startoc’h kompren ar bed ha dreist-holl goût penaos en em zerc’hel « mat » er vuhez : n’eus patrom kumun ebet ken. Pep hini a ra e veskaj en e du, hep bezañ sur d’ober mat.

Gwelet a-walc’h he doa Anjela Duval an traoù-se o cheñch, dreist-holl war dachenn ar feiz. Met hi n’he doa ket bevet ar cheñchamantoù-se. Kreñv, divent hag eeun e oa he speredelezh, deuet diwar feiz katolik pobl Vreizh ; da lârout eo merket gant kult ar sent kozh ha soñj an Anaon. Reiñ a rae ar feiz ur ster d’he buhez ha d’an traoù a wele en-dro dezhi, mat pe fall. Da skouer, pa veze entanet ar gwez gant livioù an diskarr-amzer e oa peogwir Doue en doa graet…

Mil ha mil damm
Eus e vantell roueel
Evit gwiskañ ar gwez
Gant aour ha limestra*

Gwelout a rae Doue dre-holl ha komz a rae outañ evel ouzh sent ar vro pe ouzh he re dremenet. E gwirionez, kalz eus he barzhonegoù a zo bet seurt pedennoù.

A-wechoù e c’hell kas ar feiz da du ar penn pellañ. Met an dra-se ne dalv ket kement-se evit Breizh. Er c’hontrol, zoken : a-viskoazh eo bet komprenet an aviel gant ar Vretoned evel ur c’hannad a beoc’h. Ha kentoc’h habask eo o hengounioù politikel. Gallout a reer soñjal zoken, daoust d’ar feiz kristen da vezañ diskaret-lipr bremañ e Breizh, e chom ul levezon war ar gevredigezh a c’hellfe marteze displegañ abalamour da betra eo ken gwan amañ live ar vot evit an tu dehoù pellañ.

Kreñv-mat e oa feiz Anjela Duval, met habask e oa ivez ha digor war speredelezhioù all, koulz an Islam ( * ha *), ar Voudaegezh* hag ar re all. Aze c’hoazh e tiarbenne ar pezh a vevomp bremañ, hep kouezhañ en toulloù-trap a gaver amañ hag ahont : sklaer eo zo d’an deiz hiziv ur bern-bern tud oc’h ober ur c’hest speredel. Hag alies e klaskont terriñ o sec’hed speredel en ur dapout tammoù elfennoù eus holl gredennoù ar bed. Brav e vije an dra-se ma ne vije ket sektoù o tapout krog war speredoù ar re wanañ hag oc’h ober droug dezhe. War ar poent-se, Anjela, dre forzh lenn, a anave mat a-walc’h drouizelezh hon tadoù-kozh, kement hag ar voudaegezh, hag ur bern kredennoù all. Ha dedennet e oa gante. Met gwech ebet ne vije kouezhet e pej ar sektoù abalamour, just a-walc’h, ma oa solud diazezoù he c’hredenn — roet dezhi gant he zud.

Ouzhpenn evit ar feiz katolik hag evit anaoudegezh lennek kredennoù ar bed, koulskoude, a oa oc’h ober speredelezh Anjela Duval. Ur c’hevrineg (pe ur mistig) e oa ivez, hag a veze boemet gant ar vuhez hag a-unvan gant an holl voudoù bev, n’eus forzh pegen bihan ha pegen vil e vijent bet.

A ! Na damant am bez me da bep kammed
Damant da flastrañ, da frikañ
A-hed ar wenodenn pe ‘dreuz ar park
Boudoùigoù uvel dindan sol va zroad :
Ar c’hwil glas souchet er spoue,
Ar verienenn vunut o treinañ
Gant mil boan ha mil ijin
Ar verr-blouzenn d’he c’hrugell.
Bleuñvigoù koantik damguzhet el leton,
O strivañ da zigeriñ o c’halon d’an Heol 6.

An dra-se, ‘m eus aon, n’eo ket bet komprenet gwall vat gant tud zo. N’eus tamm falsteneridigezh ebet aze ; Anjela Duval en em sante tost eus an holl voudoù peogwir e soñje ganti e oa hi ur boud evel ar re all, gant ar memes talvoudegezh, na mui na mez. Kavout a ra din eo heñvel a-walc’h he speredelezh, war ar poent-se, diouzh hini ar Voudaiz.

Met dipitet gant an denelezh ne oa ket kennebeut. Ne roe ket he holl garantez d’al loened. Pell ac’han ! D’an dud ‘n hini eo ez ae he c’harantez da gentañ-tout ha dreist-holl d’he « breudeur a boan », ar beizanted. Met ivez, evel-just, d’ar Vretoned kalonek.

 

Karantez vro

Bevañ a reomp — sell aze ur gomz voutin, c’hoazh ur wech ! — en ur bed a zo o ‘n em unvaniñ, memes ma chom ur bern diforc’hioù c’hoazh etre ar pobloù. War un dro e teu an unvanidigezh-se eus araokadennoù teknologiezhioù ar stlenn hag eus an darempredoù ekonomikel a zalc’h da vuanaat ingal-ingal. Met da heul unvanidigezh ar bed e weler, a bep tu, tud o kaout anken hag o souchañ en o c’horn. Dañjer bras zo en em lakfe ar bed da dammata evel ma ra ar Balkanoù.

Anjela Duval ne oa ket ur plac’h he dije karet en em serrfe ar Vretoned warne oc’h-unan. War a seblant n’he doa kazimant gwech ebet kuitaet he zi-feurm, na Breizh. En lârout a ra en ur barzhoneg :

Sev all ebet n’am eus sunet
Na taolet troad war douar all
Met da hini, va Breizh din-me 7

Koulskoude ne oa ket klozet warni hec’h-unan, tamm ebet. Er c’hontrol-fed, pa skriv : « Neb a chom en e di ne gar an avel »* e fell dezhi lâret d’an dud n’eo ket mat chom serret en o c’horn. Ha skoet e veze he holl weladennerien o welout pegen bras ‘oa he gouiziegezh. Desket e oa bet drezi hec’h-unan ha lambrek e veze gant al levreier : lenn a rae gant herr ha lontegezh an holl re a dremene dindan he dorn. Ouzhpenn-se e selaoue ar skingomz ingal. Hag ur souezh e oa gwelout pegen kelaouet mat e veze eus darvoudoù hag eus dalc’hioù ar bed. Diskouez a ra he barzhoniezh pegen prederiet e veze gant gwalleurioù ar bed. Evel e « Darbodoù »*, pe e « Lagad an heol »*, e lec’h ma klemm an Heol :

Gwelet ‘m eus tud o vervel gant ar riv.
Gwelet ‘m eus tud o vervel gant an naon.
Gwelet tud o vervel gant an dic’hoanag.
Gwelet tud o lazhañ tud, breudeur o ‘n em dagañ.
Gwelet ‘m eus pobloù mac’het.
Gwelet ur penntiern meur o kouezhañ dindan boled ur foll.
Gwelet forzh tud o lenvañ 8.

Ma ne oa ket troet Anjela da ‘n em serriñ warni hec’h-unan, ne oa ket a-du kennebeut — ha tamm ebet ! — gant ar re a zinac’h o unvanelezh 9. Anav a reer ar frazenn, deuet da vezañ brudet, a zistroe d’an dud o devoa lâret dezhi : « Je ne parle pas le breton mais je le comprends. » Ar paour-kaezh tud-se a gleve ‘nezhi o respont neuze : « Ya, evel ma chas eo ivez ; ne gomzont ket brezhoneg, met kompren a reont ! » Ur vezh ruz e oa eviti gwelet ar Vretoned o tilezel o yezh…

Perak ‘komzfec’h ur yezh estren
D’o Bro, d’ho Pugale ?
Torfed terriñ ar chadenn aour
‘Mañ hon Enor enni*.

En em gannañ a-enep d’an dinac’h zo bet, d’am soñj, unan eus ar c’hentelioù meur he deus roet Anjela Duval deomp. Dreist-holl pa n’eo ket hepken gant ar spered met ivez gant an ober e kase he stourm. Rak Anjela n’he deus ket dihanet da stourm a-hed he buhez.

II. Stourm

Feal on bet atav d’am ger-stur :
Stourm a ran war bep tachenn*.

Stourmoù ar vuhez

Ur c’hann oc’h adkregiñ ingal eo al labour-douar, evel ma tiskouez Anjela Duval en he barzhoniezh. Ingal eo bet ar stourm a-enep d’an elfennoù he stourm kentañ. Hec’h-unan en e diegezh e laboure evel ur gwaz gant, koulskoude, nebeutoc’h a nerzh evit ur paotr ha gant ur yec’hed fall. Kalz eus he lennerien, tud kêr, n’o doa ket — na n’o deus ket c’hoazh — an disterañ menoz eus pegen skuizhus e vez ar vicher peizant. Ur sklav eo al labourer-douar. Ha kalz eus ar weladennerien a zo bet degemeret e ti Anjela Duval ne gomprenent ket e lakaent — en ur gemer un tamm eus hec’h amzer brizius — he labour da vezañ startoc’h c’hoazh. Met pa zegouezhe dezhe, ouzhpenn, ober goap eus he breudeur peizanted, aze, ne oa ket evit padout ken…

Er-maez !
Ya er-maez, c’hwi !
Ne fell ket din.
Ne c’houzanvin morse
‘Vefe dismegañset em zi
Va Breudeur a boan :
Servijerien an Douar
Douar santel va Bro
Hor Bro. Hor Mamm-Vro !
Va Breudeur Peizanted*.

Labourat an douar, koulskoude, n’eo ket bet he stourm pemdeziek nemetañ : adalek he bugaleaj he deus ranket Anjela Duval stourm evit bevañ. Pa oa c’hwec’h vloaz he doa bet ur gwall gleñved-eskern en doa ampichet ‘nezhi da vont d’ar skol ac’han hec’h eizh vloaz. Hag ingal, war-lerc’h, he deus bet ur yec’hed fall ; ingal, ivez, ez adkaver ar c’hleñved hag ar boan en hec’h oberenn. Muioc’h, marteze, en he bloavezhioù diwezhañ, rak dre ma koshae e fallae he yec’hed hag e washae he foanioù. Met a-enep dezhi hec’h-unan he deus dleet stourm ivez.

 

Stourm a-enep dezhi hec’h-unan

Un dibab eo bet eus perzh Anjela Duval chom hec’h-unan da zerc’hel douar e Traoñ-an-Dour. Ur bern servijerien —ñpe pleustrerien, ma’z eo gwelloc’h ganeoc’h — he doa bet pa oa yaouank. Unan dioute nemetken en doa gouvezet gounit he c’halon. Un is-ofiser a vor e oa, deuet da vezañ kabiten war-lerc’h, sañset. War-nes dimezin e oant ha… A-greiz-tout, n’o doa ket graet. Petra ‘oa degouezhet neuze ? Ne ouezer ket dre just. Me, bepred, n’ouzon ket. War a seblant e oa bet dibosupl ar garantez etre ur merdead hag ul labourerez-douar. Diouzh ar pezh a zo bet lâret din war-lerc’h he marv, en ‘n dije kinniget dezhi kemer ur goñvers e kêr hag hi he dije nac’het kuitaat Traoñ-an-Dour. Neuze e oant dispartiet.

E korn va c’halon zo ur gleizenn
‘Baoe va yaouankiz he dougan
Rak siwazh, an hini a garen
Ne gare ket pezh a garan
Eñ na gare nemet ar c’herioù
Ar morioù don, ar broioù pell
Ha ne garen ‘met ar maezioù
Maezioù ken kaer va Breizh-Izel 10

Chomet eo bet ar gleizenn-se betek ar fin. Ha hec’h-unan war-lerc’h marv he zud — daoust dezhi karout an natur ha bezañ a-unvan gant an holl voudoù a veve en-dro dezhi — zo bet degouezhet dezhi magañ melkoni a-wechoù.

Va-un’ war an douar, va-un’ en ur Bed kriz
Dare on da semplañ, trec’het gant an enkrez 11

Kreñv-hardizh eo bet melkoni hag enkrez Anjela er bloavezhioù hanter-kant ; met dre vras, o’n em lakaet da skrivañ, ez eo deuet a-benn da vezañ trec’h warne. Koulskoude, zoken war-lerc’h, zo degouezhet dezhi, meur a wech, koll emgannoù a-enep dezhe. Ar pezh n’houle ket diskouez…

Arabat samman seurt sammoù
War divskoaz ar re yaouank.
‘Pad ma c’hell ar c’hozhiad
O dougen e-unan.
Ret mousc’hoarzhin d’o mousc’hoarzh.
Zoken pa vroud ar boan grisañ.
Ret eo magañ dezho o spi
En un Dazont a vo o hini
Hag a baeo kantvedoù mezh*

Er baourentez he deus bevet Anjela Duval a-hed he buhez. N’eo ket abalamour n’en dije ket permetet he zi-feurm dezhi ober ‘mod all, met dre choaz. Start e c’hell bezañ kompren ar choaz-se. Hi ‘lâre n’houle cheñch mann ebet en he zi rak ‘mod all he dije bet ar santimant da lakaat eneoù he zud ‘maez an ti. Gwir eo, moarvat, met krediñ a ran e oa ivez he faourentez un dibab speredel. Troet he doa bet e brezhoneg ur barzhoneg skrivet gant Ramon Soley Ceto hag anvet « An Oaled paour » e-lec’h ma vez meulet meur a wech « ar spered a baourentez » hag e-lec’h ma lâr ur gwaz d’e bried : « Deus, ma veizez priz divent ar baourentez 12. » Daoust hag-eñ ne vije ket aze evel un dasson eus karantez kollet Anjela ? Daoust hag-eñ, m’he deus divizet treiñ ar barzhoneg-se n’eo ket peogwir he devoa-hi, just a-walc’h ar «v spered a baourentez » ?

Dre zibab an hini eo he deus Anjela Duval bevet evel ur benitiourez. Ha betek penn he dibaboù ez ae, daoust d’ar boan ha d’an douetañs. Ur skouer eo evidomp, pa vezer ken troet da chench ali en hor c’hevredigezh, da chom hep mont betek penn an traoù. Alies e vez klevet tud o lâret o dije c’hoant bevañ en digenvez… Met pet dioute a vez kalonek a-walc’h evit mont betek penn an hunvre ? Ha piv ‘vefe kap en hor c’hevredigezh-beveziñ da zibab ar baourentez ha da chom er stad-se a-hed e vuhez ? En ur mod e oa en a-raok Anjela Duval war hec’h amzer : bezañ dibabet bevañ hec’h-unan ha klask bezañ mestrez war he buhez, ne oa ket — ha n’eo ket c’hoazh — un dra aes evit ur plac’h. Dreist-holl war ar maez. Sklaer eo ne oa ket ur plac’h klouar anezhi. Hag an dra-se zo splann ivez war dachenn ar politikerezh.

 

Ar basionaria

An dinac’h, em eus lâret, ne blije ket d’Anjela Duval e mod ebet. Met dre vras eo gant al laoskentez e veze lakaet heug. Meur a wech e vez santet an dra-se en hec’h oberenn. Dreist-holl pa rebeche d’ar Vretoned bezañ laosk e-kenver o bro hag o yezh.

Va c’henvroiz ‘zo kousket
Hag hor Bro o veuziñ*

Hi — feal bepred ouzh he menozioù — he deus bet ingal ar galon da lârout ha da skrivañ ar pezh a grede, n’eus forzh petra a soñje an darn vrasañ eus an dud. N’he deus ket bet damant d’he foan, nag aon rak an teodoù fall. Ha n’he deus ket moustret he barradoù imor :

Pebezh Tonkadur hon hini !
Tu ebet ken da vevañ er Vro.
Ret astenn an dorn d’ar C’hallaoued
Ha pennglinañ dirazo 13

Gwech ebet n’he deus nac’het sikour an emsaverien, zoken ar re a stourme e-maez al lezenn hag ar re a c’helle bezañ erru fall gant ar c’hros vras eus ar Vretoned. Evel amañ, e-lec’h ma diskouez skoazellañ tamallidi Talbenn dieubidigezh Breizh.

Dirak Lez-varn ar Vistri
— Oaned dirak bleizi —
Pemp warn-ugent tamallad
Difennerien Enor ha Buhez Breizh
A vo dismegañset dirak ar Bobl
Ar Bobl-se mouget hec’h Emskiant
Gant Skol, Radio, Tele ha media ar Gall*

Degas a ra ac’hanomp ar galon hag ar vrokusted-se da gentel diwezhañ Anjela Duval.

III. Reiñ

Gant ar muzul e rofet d’ar re all e vo roet deoc’h 14.

Skrivañ

Skrivañ a felle da Anjela Duval ober abaoe ma oa bihan-tout, war a seblant : kavet em eus en he c’haier-skol diwezhañ ur barzhoneg eus an 9 a viz Eost 1920 e-lec’h ma c’houl digant Doue ar gras da zont da vezañ ur varzhez :

Je veux devenir une petite poétesse
Tel est le désir de mon cœur ici bas.

Daou-ugent vloaz war-lerc’h eo bet sevenet he fedenn. Ha dre an arz he deus gallet « subliman » (pe aezhenniñ) he foanioù. En displeget he deus hec’h-unan. Soñjal a rae dezhi e oamp tonket holl da garout ; met peogwir n’he doa-hi na bugel na familh da garout e oa dre ar skritur e c’hellfe reiñ he c’harantez d’ar re all. Krouiñ zo bet marteze eviti — evel evit kalz a dud all — un doare da vont dreist d’ar mank bugel.

Roet he deus kalz deomp. Meur ha meur a varzhoneg hag a skrid plaen he deus laosket deomp. Ha me ‘gav din e oa heñvel a-walc’h he mod da skrivañ barzhonegou da hini ar re o deus savet hon hengoun kanet. ‘Pad an deiz — e-keit ha ma veze o labourat an douar — e prederie. Ha diouzhtu ma kave un tamm amzer vak e lakae he sonjoù war ur baperenn bennak : ur golo-lizher, ur vandenn-gas kazetenn, ur folenn vruderezh, n’eus forzh petra a gouezhe dindan he dorn a oa mat… Kalz a dammoù paper ‘mod-se am eus adkavet en he c’hartonsoù. Ur bern gerioù a oa bet barrennet ha diverket warne, peogwir, moarvat, ne oa ket da ganti ac’han he dije kavet ar ger mat, an hini nemetañ a faote. Met ar pezh en deus souezhet ac’hanon eo gwelout pegen brav e oa, dija, testennoù ar brouilhonsoù, a-raok bezañ bet reizhet. En he fenn an hini eo e veze savet hec’h oberennoù ganti ha n’eo ket war ar paper. (Un diforc’h bras eo gant ar pezh a vez graet, peurvuiañ, gant ar skrivagnerien a-vremañ, a lak an traoù diouzhtu war baper pe war ar skramm, kuit dezhe implij o memor, hag a gemm o skrid meur ha meur a wech da c’houde.) Ha goude se, ur wech ma plije he skrid dezhi, ez adskrive anezhañ war un tammig kaier skoliad, ken modest ha hi. Un daou-ugent kaierad bennak am eus kavet evel-se, ha me ‘gav din e c’hellfe bezañ reoñ all c’hoazh e ti tud hag o deus anavet mat Anjela. Ma ‘z eo gwir an dra-se e pedan an dud a zo kaieroù gante da gaout ar vadelezh da reiñ, pe da brestañ, ar c’haieroù-se din — pe eilennoù dioute — evit ma vije bodet holl skridoù Anjela Duval er memes lec’h. Klask a ran e vefe krouet ul levraoueg publik e-lec’h ma vefe moaien da fiziout an holl dielloù-se, evel em eus displeget uheloc’h 15.

Temoù barzhoniezh Anjela Duval ha temoù he buhez a zo heñvel. An douar, an natur, al loened, ar feiz, ar bedenn, ar garantez evit Breizh, hag ar stourm a-enep d’ar c’hleñved a zo darn eus ar re a vez kavet an aliesañ pe eus ar re a vez ar muiañ war-wel. Met temoù zo a zo a bouez-bras ivez, daoust dezhe nompas bezan gwelet kement, marteze. Ar garantez hag ur serten erozegezh kevrinel (pe mistik), da skouer, a zo bet laosket a-gostez un tammig, betek-henn. Meur a varzhoneg karantez he deus skrivet, koulskoude, evel hemañ, e-lec’h ma skriv :

Degas din ar Garantez-se a glask ‘n em goll betek strad ar Boud hag ac’hane tarzhañ ‘n ur sev diwelus a-hed skourroù gwezenn ar Vuhez*.

Evit pezh a sell ouzh an erozegezh, n’heller ket lâret he dije skrivet kalz a dra, met, memestra, ma lenner hec’h oberenn gant rikour ar bredelfennerezh e c’heller gwelout meur a dra, evel e « Va barzhonegoù » e-lec’h ma lâr skrivañ barzhonegoù…

War vruched noazh an Hini a garan,
War groc’hen noazh ar Vro a garan.
N’eo ket gant un ibil o skrivañ
Hogen gant binvioù-dir 15

‘Mod all he deus troet barzhonegoù bet skrivet gant tud all, evel « Barzhoniezh Bro-Indez », e lec’h ma skriv an oberour :

Mervel a ran, met soñj am eus eus joa va c’hentañ trivliad
Dirak da zremm ken kaer trolinennet heneuz ha glan
Soñj am eus skrij va Boud dirak ar Gened soutil
Az kronne holl evel un aergelc’h blizidik.
Soñj am eus da vrennid c’hwezet ken c’hwek
O strobinell nevez ar Garantez ! ‘n ur vervel
E kounaan hini da hini marzhioù da gened e bleuñv
Da zaoulagad don hañval ouzh lotuzennoù dindan ar glizh 16.

Ar c’hoant da gaout bugale — pe kentoc’h ar c’heuz da vezan chomet hep bugel —, a zo unan eus an temoù a vez santet kreñv, ivez. E « Trivliad », da skouer, e kont Anjela e oa o labourat ; a-greiz-tout e ra ur sav-kein da ehanañ ha gwelout a ra traoù o hejañ. Goude ur pennadig e tizolo ez eo ur c’houez lienoù babig…

— Ha bremañ, stouet adarre
War va labour,
Eo mouest va malvennoù…
Me, ar plac’h yaouank kozh 17 !…

Diwezhatoc’h, e « Piv ? », en em c’houl — evel kalz a beizanted kozh — petra ‘zeuio he zi-feurm da vezañ war he lerc’h.

Hag e dibenn va amzer
E dibenn va nerzh
E huanadan
Piv a gemero va ger-stur ?
War va lerc’h ?
Piv a gemero va armoù ?
Pa gouezhint eus va daouarn
Pa n’em eus ganet mab ebet*

Hag ar marv, neuze, a vez kavet ingal en hec’h oberenn. Gallout a reer menegin « † Tekla », e lec’h ma komz ouzh an hini a oa en he c’hambr en ospital Lannuon, o c’houlenn diganti :

Pelec’h out bremañ Tekla ?
Pelec’h emañ da Ene* ?

Gallout a reer menegiñ an holl varzhonegoù he deus dediet d’he zud, d’he c’hoar Mada, da Yann-Kêl Kernalegenn pe d’ar stourmerien all a zo marvet evit Breizh, ar barzhonegoù he deus skrivet diwar-benn noz an Anaon hag, evel-just, « Va c’halon »…

Va c’halon zo ur vered
Enni nouspet ha nouspet bez.
Enni bemdez ur bed nevez,
Bezioù kerent ha mignoned,
Bezioù keneiled ken karet 18.

A-fet stil, ‘mod all, n’eo ket unvan oberenn Anjela Duval. Daredoù awen eo darn eus he skridoù. Darn all a seblant bezañ gwan un tamm, marteze peogwir n’he deus ket kemeret tra-walc’h a amzer da labourat o stumm.

Met n’eus forzh peseurt live awen e vefe gant he zestennoù, holl int bet skrivet en ur brezhoneg skouerius. Mestr e oa Anjela diouzh he yezh. Ereadurezh he frazennoù, da zigentañ, a oa brezhonek da vat : ne oa ket kontammet tamm ebet gant ar galleg. Ha pinvidik e veze he geriaoueg, leun a c’herioù kozh « rimiet ha flouret ha dalc’het divergl » hag a c’herioù arnevez « ganto stirlink metal skañv » 19 evit dont a-benn da ziskuliañ he fromoù ha da c’hoari gant ar soniadoù. Lakaat ‘rae ar brezhoneg da zeverañ gant nerzh diwar he fluenn ha troioù-lavar saourus da strinkañ hep dihan. War ar poent-se, n’hellomp nemet kemer patrom warni. Met Anjela Duval n’eo ket bet nemet ur skrivagnerez. Ur gwir brezegerez eo bet ivez.

 

Prezeg

Er bloavezh 1971 e oa un den eus an ORTF 20, André Voisin, oc’h ober abadennoù skinwel diwar-benn tud vunut hag o doa traoù kaer da gontañ. Mont a rae un tamm bihan partout er c’hwec’hkogn o klask diskoachañ konterien. Evit Breizh en doa goulet e ali digant Roger Laouenan, ur c’hazetenner o labourat en Télégramme. Hemaù en doa kaset anezhaù da welet un den anvet Louis Mercier… hag evel-just — peogwir e oa mignon mat diouti — da welout Anjela Duval. Met ne oa ket re fier Roger eus e daol. Aon en doa un tamm eus ar mod e vefe bet degemeret paotred an tele gant Anjela hag eus ar pezh he dije gallet ar beizantez kozh lâret dirak ar gouleier kriz, ar c’hameraioù hag an holl vekanikoù. Gwir eo e oa bet spontet Anjela un tamm, da zigentañ. Met a-benn ar fin, ha dreist-holl adalek ma oa bet filmet er-maez, e oa en em zispaket hag he devoa digoret he c’halon. Petra he doa lâret ?

Klemm an douar dilezet
Hiraezh ur Bobl sujet
D’he gwirioù, d’he Frankiz.
Fulor ar yaouankiz
Nac’het outo o yezh :
Ene o gouenn 21.

Meur a wech he deus bet skrivet war-lerc’h e oa a-benn ober un doare abostelerezh evit Breizh he devoa asantet respont da goulennoù ar c’hazetenner. Met kalz pelloc’h e oa aet he zaol evit tout ar pezh a oa bet ijinet ganti pe gant Roger Laouenan. Kreuvet he doa Anjela ar skramm an noz-se, e-giz ma vez lâret. Ar Frañs a-bezh a oa bet skoet gant ar pezh he doa lâret. Ha broioù all war-lerc’h. D’am soñj o doa merzet an dud pegen kreñv e oa kredennoù Anjela. War-lerc’h bloavezhioù ha bloavezhioù a breder, e oa sklaer he menozioù en he fenn ha gouvezet he doa implij gerioù simpl ha skeudennoù aes da gompren evit displegañ anezhe. Moarvat o doa santet ar sellerien ne oa tamm disparti ebet etre ar pezh a soñje, ar pezh a lâre hag ar pezh a rae. Se, sur a-walc’h, en doa merket anezhe. Hag adalek an 28 a viz Kerzu 1971 — an noz ma oa bet skignet an abadenn — zo deuet miliadoù a lizhiri ha, dreist-holl, miliadoù a weladennerien davet Anjela.

Hag aze — evel ur seurt profedez gouestlet korf hag ene d’he c’hefridi sakr — ez eo aet Anjela Duval betek penn an traoù : respontet he deus d’an holl lizhiri he deus resevet, hini ha hini. Koulskoude en doa kinniget an Aotroù Klerg dezhi ober stensiloù ha kas ur c’helc’hlizher d’an holl. Met, nann, nac’het he doa. N’en doa ket komprenet, eñ, war an tomm. N’eo nemet kalz war-lerc’h — pa ‘z eo-hi marvet — en deus komprenet anezhi war ar poent-se : « bremañ e komprenan ho poa c’hoant da seveniñ ho kalvedigezh, da reiñ da anavezout ar gefridi ho poa da ober er bed 22… »

Met ouzhpenn evit lizhiri he deus resevet. Tud zo deuet da welout anezhi, a-vil-vern ! Hag ez int bet degemeret tout evel ma veze graet war ar maez gwechall, da lâret eo kazimant evel ma vijent bet bugale an ti. Kafe, bara, amann, krampouezh, kachennoù… Tout an traoù a veze lakaet dezhe war an daol, daoust dezhe bezañ a-wechoù tud diseblant pe touristed deuet d’arvestiñ ul loen drol.

Met e pep lizher, ha da bep den deuet da welet anezhi e rae Anjela Duval ur seurt bruderezh, pe abostelerezh, evit ar pezh a grede start. Prezeg a rae evit Breizh hag he yezh en ur stumm ha na oa ket hini ur person e-barzh e gador-sarmon, met gant fent hag ur spered lemm. Dre al labour-se, sur a-walc’h, he deus bet, hec’h-unanig, ul levezon war emdroadur speredoù ar Vretoned. Rak ur bern tud, euzhus, zo bet o welout anezhi ha, sur, he deus merket anezhe. Er prezeg-se koulz hag en traoù all ez eo aet gwall bell Anjela : betek an aberzh.

 

En em reiñ

N’eo ket a-walc’h reiñ,
Ret eo en em reiñ 23

Ur spered aberzh a oa gant Anjela Duval. Da zigentañ, evel hon eus gwelet, he doa, pa oa war-dro ugent vloaz, aberzhet d’he douar ar garantez he doa evit ur paotr yaouank. En unan eus he barzhonegoù ez implij, hec’h-unan, ar ger « aberzh » evit komz eus an darempred a liamm anezhi ouzh an douar.

Testeni va aberzh d’an Douar a garan
Siell va c’harantez d’ar Vro zo va Hini
Em yaouankiz teneran
Va c’halon leun a Spi
War c’hlann ur wazhig seder
He dour boull o hiboud
Em boa plantet bod ha bod
An danvez gwez-pupli*

Goude se, neuze — pe war ar memes tro, kentoc’h —, he deus aberzhet he yaouankiz d’he zud. Gallout a reer en em c’houl, e gwirionez, hag-eñ n’eo ket dreist-holl evit ober war o zro he doa dibabet chom war he douar ha lezel he servijer da vont kuit e-unan. Ne oant ket gwall yaouank pa oa ganet : he zad ‘oa tri bloaz ha daou-ugent hag he mamm eizh bloaz ha tregont. Setu, fonnus-tre int deuet da vezañ kozh, ha da gaout ezhomm sikour. Piv ‘n dije graet war o zro ma vije-hi aet kuit ? Daoust hag-en n’eo ket se a oa war he sklerijenn p’he deus nac’het kuitaat Traoñ-an-Dour ? Bepred he deus roet tout he nerzh, tout he buhez ha tout he c’harantez dezhe, keit ha ma oant bev.

Ha pa ‘z int marvet, neuze, he deus en em gavet fall ken a oa, gwasket-spontus gant an anken : he buhez n’he doa ster ebet ken. Tregont vloaz war-lerc’h marv he mamm e vemore c’hoazh :

Ken poanius ‘oa bet an disparti
Ken mat ‘oa skoulmet hor buhez
Gant liamm didorrus ar Garantez*.

Un dek vloaz bennaket war-lerc’h marv he mamm, memestra, gant ar brezhoneg hag ar skritur, he deus kavet he hent hag ar c’hempouez, en un digenvez seder. Siwazh, n’en deus padet ar sioulder nemet dek vloaz. Adalek abadenn tele 1971 eo bet fourgaset he buhez. Ha koulskoude — daoust d’ar barradoù imor a-wechoù (s.o. « Ar plad-tufañ ») — n’he deus ket nac’het ar miliadoù a lizhiri hag a dud a zeue da drubuilhañ he buhez peizantez ha barzhez. Er c’hontrol-fed. War-dro 100 000 den he dije degemeret — hervez Roger Laouenan — etre an abadenn skinwel kentañ hag he marv ! Meur a radio hag a dele zo deuet d’ober abadennoù diwar he fenn, ar BBC, skinwel Bro-Finland, hini Bro-Sweden, hag all ; hi, ar benitiourez hag he doa dibabet an digenvez… Ar garg-se a oa en he spered ar groaz he doa da zougen evit Breizh. Eus hec’h abadenn skinwel he deus skrivet, bloaz war-lerc’h :

Arabat krediñ, tud
‘Vije hi o klask brud
N’oa nemet un aberzh
Eus he ferzh
War aoter he Bro

Hag evel-just, o koll aze kalz eus an amzer he dije bet ezhomm gouestlañ d’he micher, d’ar preder, d’ar varzhoniezh, d’an diskuizh ha d’he yec’hed, ez eo en em ziviet. Me ‘gav din eo se en deus lakaet he c’hleñved da greskiñ hag en deus lazhet anezhi.

Evit klozañ e kav din he doa rakverzet Anjela Duval darn eus ar brasañ kudennoù a vevomp bremañ : ezhomm en deus kempouez ekologel an douar da vezañ diwallet ; rankout a ra an nen kestal ur ster da reiñ d’e vuhez, pa’z eo aet an ideologiezhioù bras d’ar strad ; « gwrizioù » sevenadurel a faot d’an dud evit bezañ anavet en ur bed a seblant bezañ oc’h unvanin ; hag all…

Reiñ a rae respontoù Anjela Duval da bep hini eus ar c’hudennoù-se. Gallout a reer bezañ a-du pe get gant he menozioù, met n’eo ket kement-se aze emañ an dalc’h. Ar plac’h-se, hep tamm deskamant ebet, he doa, hec’h-unan-penn en he zi-feurm, komprenet kalz eus dalc’hioù bras ar bed ; savet he doa ur brederouriezh eus ar vuhez a responte d’ar goulennoù meur a reomp d’an deiz hiziv. Ha — dreist-holl — kredet ha gouvezet he doa, gant arz, lakaat he holl vuhez da glotañ ouzh he soñjoù, betek ar marv. Panevet evit se, n’hellomp nemet kaout doujañs eviti ha kemer skouer diouzh he youl.

 

Notennoù

1.  Lavar-pobl.

2.  Ger ijinet ganin evit ar ger galleg cloner.

3.  René Descartes, Discours de la méthode, c’hwec’hvet lodenn.

4. « Sahara ? ».

5.  Memestra.

6.  Laouenan 1982, pp. 93-94 (adlakaet e brezhoneg ganin).

7.  Lizher da brokulor Lez-varn Surentez ar Stad, in Pluskelleg 1985, p. 152. (Lakaet e brezhoneg ganin.)

8.  « Bennozh dit ! », Traoñ an Dour, p. 100.

9.  « Delioù ruz. Delioù melen ».

10.  « Barzhoneg eus Bro-Bers » pe « Doue hag an Den ».

11.  « An Oaled paour », bet troet diwar un destenn eus Ramon Soley Ceto, barzh katalan.

12.  « An tren-noz », Traoñ an dour, p. 105.

13.  Lavar-pobl

14.  « Va barzhonegoù » (« Barzhonegoù-noz, barzhonegoù-deiz »), Kan an douar (eil embannadur, 1978), pp. 101-102.

15.  « Barzhoniezh Bro-Indez » (« Barzhoneg eus Bro-Indez »), Kan an douar (eil embannadur, 1978), p. 179.

16. « Trivliad », Kan an douar (eil embannadur, 1978), p. 136.

17. « Va c’halon », Kan an douar (eil embannadur, 1978), p. 56.

18. « Pegen plijus ! », Traoñ an dour, p. 104.

19. « Office de Radio-Télédiffusion Française », ensavadur krouet gant ar gouarnamant gall evit ober war-dro monopol-Stad ar skinwel hag ar skingomz e Bro-Frans, etre ar bloavezhioù 1964 ha 1974.

20. « Bloaz zo » zo ur barzhoneg diembann [betek ma oa embannet en Oberenn glok, NE] diwar-benn kentañ abadenn skinwel Anjela Duval.

21.  Klerg 1982, p. 53.

22.  Ar frazenn-se, bet skrivet gant Anjela Duval, am eus kavet en unan eus he c’hartonsadoù paperioù, gant ur roll krennlavarioù nevez bet ijinet ganti.

23.  Gw. notenn 21.

Print Friendly, PDF & Email