Barzhonegoù

 

 

 

War Roll ar barzhonegoù emañ displeget ar roll klok deus barzhonegoù Anjela Duval, bet embannet pa oa-hi bev-mat c’hoazh pe war-lerc’h ma oa aet da Anaon.

Barzhoniezh a veze lennet gant Anjela, ha c’hoarvezet e oa bet ganti tapet krog ‘ba he c’hreion bihan a-benn troiñ reoù zo o doa plijet dezhi. Ar re-mañ ‘ni eo a vez kavet war Barzhonegoù troet gant Anjela Duval, ha Notennoù war an troidigezhioù-se da heul : ar mod ma oant bet kavet ganti, embannet war-lerc’h, ha kement zo.

Plijadur o lenn barzhonegoù o deus bet tud deus broioù all. Kement ken o doa santet an ezhomm da droiñ reoù zo en o yezhoù dezhe. E-mesk « Barzhonegoù troet e yezhoù all » e vo kavet an troidigezhioù-se : e flandrezeg, e galiseg, e galleg, e gouezeleg Skos, e kembraeg, e poloneg, e saozneg,  e svedeg, e vietnameg

Print Friendly, PDF & Email