An tren noz

… Fenoz am eus anhun.
E glevet am eus o rogañ an noz.
An tren milliget o kas du-hont
E-touez treizhidi all
Diwezhañ paotr yaouank ar c’hontre.
Arc’hoazh ‘vo e Bro-C’hall.
O ! n’eo ket aet a galon laouen
Eñ nerzhus ha kalonek d’al labour
Eñ ken douget d’an douar.
Pebezh Tonkadur hon hini !
Tu ebet ken da vevañ er Vro.
Ret astenn an dorn d’ar C’hallaoued
Ha pennglinañ dirazo…
Divizet o deus pell zo : ar pennoù-bras
Goullonderiñ Breizh, dre gaer pe dre heg.
(Ha dont a ra brav ganto.)
Ul lodenn d’ar Vered.
Ul lodenn d’an ospis.
Ul lodenn e Park an Armorig.
Hag ar peurrest e servij Bro-C’hall !
Ha forniadoù touristed da Vreizh
Ha trevadennerien estrañjour
O kemer perzh en hor Glad…
Ya. Aet eo va c’heneil yaouank
Da werzhañ e amzer wellañ
Ha Frankiz e Vuhez
Evit bout graet gantañ
Ur Poliser gall…
… Anhun am eus fenoz.

Gouel Santez Barba 1972

Print Friendly, PDF & Email