Bloaz zo

Bloaz zo en noz-mañ
D’an Eur-mañ :
Meur a Vreizhad o krenañ
Dirak o skramm bihan.
Bloaz zo en noz-mañ
D’an Eur-mañ
Ni ‘oa bodet amañ
(Ar vignoned wellañ)
Holl o krenañ.
Bloaz zo fenoz
Ur Vreizhadez kozh
Burzhud ar gwagennoù
‘Oa klevet he c’homzoù
Eeunik ha distro
E pevar c’horn ar Vro.
War ali start mignoned
Eo he doa-hi asantet
Digeriñ he c’halon
Tener hag ec’hon
Petra ‘c’helle lâret ?
Klemm an douar dilezet
Hiraezh ur Bobl sujet
D’he gwirioù, d’he Frankiz.
Fulor ar yaouankiz
Nac’het outo o yezh :
Ene o gouenn.
Arabat krediñ, tud
‘Vije-hi o klask brud
N’oa nemet un aberzh
Eus he ferzh
War Aoter he Bro…
Bodig Pin
Nag e karfen bout gouest
D’az mirout atav glas
Gant da nadozioù lemm
Strollet div-ha-div
Da zaou aval-pin munut
Rous-gwer-arc’hantet
Ken koant treset !
Ha war-nes bout darev.
… Nag e karfen da virout
En eñvor an div binenn
O fustoù arruz hir ha noazh
Damstouet ‘us d’ar wrimenn.
Astennet bremañ o c’helanoù
War leton ar Roz-Vras.
… An div binenn veur drouklazhet !
An div binenn genedus
Marv da viken.
— Pegeit e padi, va bokedig ?

16 a viz C’hwevrer 1973

Print Friendly, PDF & Email