Er-maez !

Cosi fan tutte ?
Er-maez !
Ya er-maez, c’hwi !
Ne fell ket din,
Ne c’houzañvin morse
‘Vefe dismegañset em zi
Va Breudeur a boan :
Servijerien an Douar
Douar santel va Bro
Hor Bro. Hon Mamm-Vro !
Va Breudeur Peizanted.
Nann ne c’houzañvin morse
— Hep rebarbiñ —
‘Vefe nac’het oute
Ar gwir da zifenn o bara.
… Tud didalvez emezoc’h
Tud diseven a lavarit
Tud disoursi — a gred deoc’h ?
Ne reont mui netra
Nemet pourmen war o zraktor
Pe ‘n o c’harr-tan.
Hag all, hag all, hag all
Ha plip plap plap !
Er-maez an droukpregerien
Er-maez kêriz lorc’hus
Enebourien touet an hini ho mag
Ha n’hoc’h eus evitañ nemet dispriz
C’hwi ken du ho kalon
Dindan ho mantilli gwenn kran
C’hwi ken goullo ho kalon
A bep truez kristen
Dindan ar groaz aour fin
A dougit war ho peultrin
Er-maez ! Ya, mestr on em zi
War-lerc’h Doue.
Hag em zi me ‘fell din
‘Vefe doujet va breudeur a boan :
Ar Beizanted.

3 a viz Eost 1974







« »