Bennozh dit !

Bennozh dit Doue Krouer !
Da vout tonket din bout ur c’houer.
O Mestr an natur
Ac’h eus roet din an Eurvad
Da labourat a-gevret ganit
Te ‘ro an douar, ar glav hag ar wrez
Me ‘demz, a had, a c’hwenn, a eost.
Ha bez ‘z eus war ar Bed
Haeloc’h micher ?
Dispriz Kêriz a ra din fent
Pa gemeront ar c’houer evit ur paour lor
Hag eñ perc’henn da vil vravig aour
Hag e arc’hant o lintrañ
D’ar beureoù leizh
War veg pep geotenn eus e bradoù gwer
Morioù toc’had o wagenniñ ‘n e dachennoù
Lennadoù emrodez, ma kantre e chatal
Hag hentoù ametist, etre e barkoù.
Dezhañ frondoù yac’h ha kanoù glan
Al laboused hag ar bleuñv
Dezhañ froñj ar gwenan,
Sarac’h an deil
Dezhañ yud ha boud an avel
Ha bolz divent an oabl stergannet.
O ya ! Bennozh Dit Aotrou
Da vout tonket din bout ur c’houer.

24 a viz Meurzh 1970







« »