Trivliad

Savet am eus va c’hein
Da ehanañ.
Hag ez eo paret va selloù
War un dra bennak, aze,
En tu all d’ar saonenn :
Traoùigoù o hejañ
Gant an Avel.
E pign ouzh un orjalenn :
Traoù bihan skañv-skañv,
Traoùigoù gwenn ha roz :
Ur c’houez bihan o sec’hañ,
Ur c’houez lienoù babig…
— Hag un dra bennak a dremen
Em c’halon daskrenus.
— Ha bremañ, stouet adarre
War va labour,
Eo mouest va malvennoù…
Me : ar Plac’h yaouank kozh !…

Deiz pardon sant Erwan 1962



 


« »