Karantez

Pell ouzhin ar garantez divuzul, rak evel ma
frailh ar fustoù gant ar gwin o virviñ, redek
a ra ar garantez-se raktal d’an argoll.
Degas din ar Garantez fresk ha glan evel ar glav
a vennig an douar sec’hedik hag a leugn
podizi pri an tiegezh.
Degas din ar Garantez-se a glask ‘n em goll
betek strad ar Boud hag ac’hane tarzhañ ‘n ur
sev diwelus a-hed skourroù gwezenn ar Vuhez.
Degas din ar Garantez a dalc’h ar galon
en ul leunder a beoc’h.

Diwar Rabindranath Tagore.

Print Friendly, PDF & Email