† Tekla

Pelec’h out bremañ Tekla ?
Pelec’h emañ da Ene ?
Da gorf sklaset ha disliv
Zo c’hoazh en tu-mañ d’ar bez.
Arc’hoazh ’vezi diskennet e kalon an douar
Te va c’hoar a boan er Bed-mañ…
Tri devezh hepken out bet va c’heneilez
Amañ er c’hwec’hvet estaj
Etre an Neñv hag an douar.
Amzer da gontañ hor Buhez
Ken heñvel e meur a stumm
Hon oad, hon micher, hon digenvez,
Ha sede goude ur gwall nozvezh
Ur berr a dremenvan
A-boan amzer ur Bater…
Hag aet da Ene davet an Aotrou
Davet da Gerent, da Gendadoù.
E Levenez ar Beurbadelezh
Spi am eus.
                     Joa d’ez Anaon Tekla
      Da viken. Amen.

[Kerzu 1978]

Print Friendly, PDF & Email