Galv d’ar Mammoù…

I
Evel ma c’halvas ar Paotr bras
— Eus kêrbenn Albion —
Holl C’hallaoued an douar-bras
Kollet gante kalon
Da sevel o fenn hag o choug
Evit ur stourm nevez :
Sevel an troad diwar o goûg
Kaout Frankiz ‘darre.
II
Ma vije bet ken kreñv va mouezh
‘Vel hini ar Paotr-bras
‘Dije klevet holl vammoù Breizh
Va galv evit ar Glad
N’eo ket hepken hon douaroù
Hon eus-ni da zifenn
Met sevenadur hon Tadoù
Ha dreist-holl yezh hor Gouenn.
III
Deoc’h mammoù yaouank Breizh-Izel
A gan d’ho Pabigoù
Gant ur mousc’hoarzh ‘us d’o c’havell
Kanit Yezh hon Tadoù
Yezh e Ouenn a zo d’ar bugel
Evel m’eo laezh e vamm
Kanit Brezhoneg d’o luskell
Brezhoneg flour ha flamm.
IV
Hor yezh a zo ijin ar Ouenn
Ha bleunienn hec’h Ene
Perak ‘komzfec’h ur Yezh Estren
D’o Bro, d’ho Pugale ?
Torfed terriñ ar chadenn aour
‘Mañ hon Enor enni
N’eo ket hor Yezh-ni ur Yezh paour !
— Paour ‘re ‘ra fae warni !!! —
V
An Tadoù hag ar Mammoù-kozh
Un daerenn ‘n o lagad
Gant joa ‘raio deoc’h o Bennozh
Enne ‘vo lorc’h ha stad
O klevout o bugaligoù
O preg e Brezhoneg
Dieub Ene ha muzelloù
Eus an hual gallek

30 a viz Gwengolo 1980

Print Friendly, PDF & Email