Pegen plijus !

Divizout e Yezh ar Vretoned !

A ! Bout gouest da gomz gant pep hini
Diwar-benn pep tra
Gant gerioù kozh ha gerioù nevez
Holl tarzhet eus Ijin ar Ouenn
Ar gerioù kozh-se rimiet ha flouret
Ha dalc’het divergl
Tremenet den ne oar nemet Doue
Dre bet ha pet rummad
Evel tonket d’ur beurbadelezh.
… Hag ar gerioù arnevez, leun a fouge
Ganto stirlink sklintin metal skañv.
Metal flamm-flimin, nevez-c’hoveliet
Muiañ-karet ar Yaouankiz desket !…
Plijus an traoù kozh. Plijus an traoù nevez
Pegen plijus o implijan
O tivizout etre mignoned seven
P’emañ ar gaoz war gement a sell
Ouzh hor Bro, ouzh hor Broiz.
Truez ‘m eus ouzhoc’h Yaouankizoù
Bet nac’het ouzhoc’h Glad ho Kouenn.

12 a viz Mezheven 1976

Print Friendly, PDF & Email