Un dremm roufennet sklerijennet gant daoulagad lemm leun a vuhez hag a fent. Un teod prim, kaset en-dro gant ur spered birvidik. Dilhad paour ur beizantez uvel. Hag un dra all⦠ur seurt nerzh diabarzh o skediƱ. Setu ar skeudenn eus Anjela Duval a zo chomet e spered he c’henvroidi hag e hini meur a dud all, strewet dre ar bed.
Met, seitek vloaz war-lerc’h e vije marvet, daoust hag-en e c’haller lĆ¢ret ez eo bet komprenet mat he c’hannad ? Daoust hag-eƱ hon eus gouvezet intent ster an hĆŖrezh he deus lezet deomp ha d’ar re a zeuio war hol lerc’h ? Me ‘gav din e chom traou da zizoleiƱ, c’hoazh, en hec’h oberenn hag en he buhez, a c’hellfe sikour ac’hanomp d’an deiz hiziv. Hag er pennad-maƱ e kinnigan degas ma lod ha displegaƱ peseurt kannadoù a dalvoudegezh hollvedel am eus me kavet o lenn hec’h oberenn koulz hag o taremprediƱ anezhi ingal.
Diskouezet he deus e ranker klask ar wirionez en tu-hont d’ar pezh a vez gwelet diwar-c’horre ha n’eus forzh petra a soƱjfe ar re all. Stourmet he deus dibaouez evit lakaat hec’h oberoù da glotaƱ gant he menozioù. Ha kavet he deus eürusted o reiƱ he buhez d’ar re allā¦
I. Klask ar wirionez
Sell petra ‘ri 1
A-hed he buhez ez eo bet Anjela ur brederourez. Anat eo d’ar re o deus lennet anezhi aketus koulz ha d’ar re o deus bet ar chaƱs d’anavout anezhi. Bet ganet e 1905, n’eo nemet er bloavezhioù tri-ugent m’eo kroget da skrivaƱ. Met e-pad he femp bloavezh ha hanter-kant kentaƱ, ouzhpenn evit labourat an douar hag evit ober war-dro he zud, he deus goveliet he furentez. Diazezet he deus he meizadenn eus ar vuhez war tri uhelvennad : ar speredelezh, ar garantez-vro hag ar garantez evit an douar.
C’hwi ‘oar mat Aotroù
Pere eo ar Palioù a glaskan
Tizhout peogwir eo c’hwi
hoc’h eus o diskouezet din
Ar Feiz. Ar Vro. Douar ar Vro*.
Asambles e ra an tri uhelvennad-se ur reizhiad (pe ur sistem) kempoell ha galloudek. Met evit klask kompren Anjela Duval e vo ret deomp studial anezhe hini ha hini memestra.
Karantez an natur
Fonnus eo aet an ijinerezh genetik war raok abaoe m’eo marvet Anjela Duval. Ha pell-hardizh eo aet : gallout a ra mab-den kemm an natur vev, bremaƱ, hag adstummaƱ anezhi. Gallout a ra lakaat tud gaonac’h da gaout bugale, krouiƱ plant ha loened treuzgenel ha, zoken, Ā« heƱvelstrujaƱ Ā» 2 loened ; da lĆ¢rout eo ā evel zo bet graet gant an daƱvadez Dolly e 1997 ā, strujaƱ en ul labourva loened heƱvel ouzh ul loen kentaƱ, nemet diwar ur gellig bet kemeret dioutaƱā¦
Ur rikour eo araokadennoù ar bev-teknologiezhioù evit an enklaskerien vezegel : sikour a reont anezhe da grouiƱ vaksinoù a-enep da gleƱvedoù spontus (evel an avuad-B, ar sida pe an droug-skevent) hag ivez da zizoleiƱ gen kleƱvedoù zo ha ā ‘benn nebeut, marteze ā da gemm ar gen-se evit tremen e-biou d’ar c’hleƱvedoù. Evit an armerzh ivez eo ur rikour ar bev-teknologiezhioù : gante, da skouer, e c’heller produiƱ loened chatal muioc’h-mui Ā« kevezus Ā». Met, eus un tu all, e sav an holl teknikoù-se kudennoù bras a vuhezegezh : betek pelec’h en deus droed mab-den da gemm an natur ? Peseurt harzoù he deus c’hoant ar gevredigezh da lakaat ouzh an oberoù war ar boudoù bev ?
Ugent vloaz zo, ne oa ket a voaien da soƱjal er pezh a c’hall an ijinerezh genetik ober bremaƱ. Setu Anjela Duval n’helle ket komz eus se, evel-just. Met prederiadennoù ar varzhez diwar-benn an natur a c’hell sikour ac’hanomp da ober hon soƱj diwar-benn ar c’hudennoù a-vremaƱ. Un donezon eus Doue e oa an natur eviti ; un donezon a c’hellomp ober hon mad diouti, gant m’hon dije resped ha doujaƱs eviti hag e sikourfemp anezhi da frouezhiƱ. Ha mab-den n’eo nemet ul lodenn eus an natur anezhaƱ ; setu eo ret dezhaƱ chom uvel ha dilorc’h. A-enep tre da’r pezh a soƱj an enklaskerien (hag an nerzhioù armerzhel a zo a-dreƱv dezhe) ez a ar stumm-se da welout an traoù. Int, evel Descartes, a soƱj gante e tle an dud Ā« se rendre comme maĆ®tres et possesseurs de la nature Ā» 3. Aze zo daou vod da soƱjal enebet penn-da-benn, evel daou benn-ahel. Gant piv emaƱ ar wirionez ? Gant uvelded Anjela Duval hag he doujaƱs evit an natur ? Pe gant ar fiziaƱs lorc’hus en deus Descartes en denelezh ? Start eo respont. Met erru eo poent deomp divizout eus an traoù-se : unan eus kudennoù luzietaƱ ha pouezusaƱ an XXvet kantved oc’h echuiƱ eo araokadennoù ar genetik. Ha reiƱ a ra Anjela Duval deomp unan eus ar savboentoù hon eus ezhomm da brederiaƱ oute evit ober hor soƱj ha kemer an divizoù a vo da gemer.
SoƱjal a rae Anjela Duval ne roont an natur hag an douar o madoù nemet diouzh ar pezh a vez roet dezhe. Se zo kaoz e c’heller lĆ¢rout e oa hi un Ā« ekologourez Ā» d’ur mare na oa ket kalz dioute. DiarbenniƱ a rae, en he barzhonegoù-stourm koulz hag en he frezegennoù a-enep da wastadur an natur darn eus an trubuilhoù a ginnig kouezhaƱ bremaƱ war mab-den. E Ā« Sahara ? Ā» e lak ac’hanomp da soƱjal en diforestaƱ hag er cheƱchamant hin e vezer gwall nec’het gante.
Evel un daolenn fin ar Bed
Ar blaenenn arblaen en dremmwel
Forzh kelanoù ramzel
O izili a-strew, o sev o tiveraƱ
Ar gwez meur dibennet
(O drouklazh an Inosanted !) *
Ne oa gwall donkadur ebet aze evit Anjela, a daole ar bec’h war an Denā¦
Ken sot, ken kriz ha ken emgar
Gant e holl skiantoù
Hep koustiaƱs ‘bet mui
Hag e ourgouilh divent *.
‘Memes mod e oa evit an dour. Gwelout a rae Anjela e oa gwall arvarus stumm nevez peizanted Breizh da labourat an douar evit hon dazont :
Gwech ebet ne lezin ma douaroù da vezaƱ louzaouet evel ma vez graet bremaƱ. D’an deiz hiziv e vez diviet an douar gant an temz. Me ‘lak temz ivez. Met an nebeutaƱ a c’hallan. N’eus ket a-walc’h gant ma zeil. Ma vijen bet yaouankoc’h ‘m boa graet labour-douar biolojik. [ā¦] An darn vrasaƱ eus ar broduerien kaol-fleur hag avaloù-douar prim, evidon, n’int nemet kontammerien. Re a demz ‘lakont 4.
Komzoù Anjela Duval, aze, n’int ket gwall disheƱvel, marteze, eus ar pezh a vez klevet bremaƱ ma ‘z eo bet saotret dour Breizh ha ma ‘z eo sklaer d’an holl e vezer aet re bell war hent an ampletusted. Met hi a lĆ¢re se un tregont vloaz bennaket zo ! Hag ouzhpenn-se, ne lakae ket tout ar bec’h war choug al labourerien-douar, er c’hontrol eus ar pezh a vez graet re alies bremaƱ. N’ankouae ket kiriegezh ar bankoù hag an embregerezhioù bras. Eviti, Ā« ar c’hapital bras an hini eo ar breiner, ar mac’hom Ā» 5
Ha tregont vloaz war-lerc’h, eus krec’h o zraktorien pe e-barzh o zier-gwer, al labourerien-douar a-vremaƱ n’emaint ket ken e darempred gant an douar evel ma oa-hi, pe evel ma oa o zadoù gwechall. SkrivaƱ a raen bremaik emeur deuet a-benn, nevez zo, da rein ur Ā« bugel Ā» d’un daƱvadez hep n’he dije bet tamm darempred korfel ebet gant ur par ; met ur pennadig zo e c’heller ā en ur stumm greantel ā produiƱ legumaj ivez hep implij na stekiƱ ouzh tamm douar ebet⦠Tamm-ha-tamm e teu mab-den da vezaƱ ur seurt doue, kap da grouiƱ ha da gemm ar vuhez en e labourvaioù, met o’n em zistagaƱ muioc’h-mui eus ar vuhez Ā« naturel Ā». Anjela Duval, er c’hontrol-fed, en em sante un elfenn eus an natur divent, kosmek ; bevaƱ a rae un darempred korfel gant an douar : Ā« An douar zo evel un eil korf din Ā» a lĆ¢re alies. Ur perzh e oa an dra-se eus he speredelezh. Da skouer, e Ā« Bennozh dit Ā» e lĆ¢re da Zoue :
Te ‘ro an douar, ar glav hag ar wrez
Me ‘demz, a had, a c’hwenn, a eost*.
Speredelezh
Hor c’hevredigezh ā ur gomz voutin eo ā ne oar ket re vat war peseurt tu treiƱ d’an deiz hiziv : n’ouvez ket an dud peseurt ster reiƱ d’o buhez. Gwechall e veze aezetoc’h dezhe ; roet e veze patromoù sklaer gant an ideologiezhioù relijiel pe bolitikel, gant ar familhoù hag er skol. BremaƱ, hag abaoe pell zo dija, ez a ar relijionoù war ziskar, e broioù pinvidik ar C’hornĆ“g da vihanaƱ ; an uhelvennadoù politikel az a tamm-ha-tamm d’ar strad, dreist-holl abaoe ma ‘z eo kouezhet Moger vBerlin en he foull ; ar familhoù o deus tapet ur pezh taol gant darvoudoù Mae 1968 : tarzhet eo ar patrom uheldadel a wechall ha n’eus patrom boutin ebet o kemer e blas ; hag ar skol zo tapet en un enkadenn⦠Ent-se e teu da vezaƱ kalz startoc’h kompren ar bed ha dreist-holl goĆ»t penaos en em zerc’hel Ā« mat Ā» er vuhez : n’eus patrom kumun ebet ken. Pep hini a ra e veskaj en e du, hep bezaƱ sur d’ober mat.
Gwelet a-walc’h he doa Anjela Duval an traoù-se o cheƱch, dreist-holl war dachenn ar feiz. Met hi n’he doa ket bevet ar cheƱchamantoù-se. KreƱv, divent hag eeun e oa he speredelezh, deuet diwar feiz katolik pobl Vreizh ; da lĆ¢rout eo merket gant kult ar sent kozh ha soƱj an Anaon. ReiƱ a rae ar feiz ur ster d’he buhez ha d’an traoù a wele en-dro dezhi, mat pe fall. Da skouer, pa veze entanet ar gwez gant livioù an diskarr-amzer e oa peogwir Doue en doa graetā¦
Mil ha mil damm
Eus e vantell roueel
Evit gwiskaƱ ar gwez
Gant aour ha limestra*
Gwelout a rae Doue dre-holl ha komz a rae outañ evel ouzh sent ar vro pe ouzh he re dremenet. E gwirionez, kalz eus he barzhonegoù a zo bet seurt pedennoù.
A-wechoù e c’hell kas ar feiz da du ar penn pellaƱ. Met an dra-se ne dalv ket kement-se evit Breizh. Er c’hontrol, zoken : a-viskoazh eo bet komprenet an aviel gant ar Vretoned evel ur c’hannad a beoc’h. Ha kentoc’h habask eo o hengounioù politikel. Gallout a reer soƱjal zoken, daoust d’ar feiz kristen da vezaƱ diskaret-lipr bremaƱ e Breizh, e chom ul levezon war ar gevredigezh a c’hellfe marteze displegaƱ abalamour da betra eo ken gwan amaƱ live ar vot evit an tu dehoù pellaƱ.
KreƱv-mat e oa feiz Anjela Duval, met habask e oa ivez ha digor war speredelezhioù all, koulz an Islam ( * ha *), ar Voudaegezh* hag ar re all. Aze c’hoazh e tiarbenne ar pezh a vevomp bremaƱ, hep kouezhaƱ en toulloù-trap a gaver amaƱ hag ahont : sklaer eo zo d’an deiz hiziv ur bern-bern tud oc’h ober ur c’hest speredel. Hag alies e klaskont terriƱ o sec’hed speredel en ur dapout tammoù elfennoù eus holl gredennoù ar bed. Brav e vije an dra-se ma ne vije ket sektoù o tapout krog war speredoù ar re wanaƱ hag oc’h ober droug dezhe. War ar poent-se, Anjela, dre forzh lenn, a anave mat a-walc’h drouizelezh hon tadoù-kozh, kement hag ar voudaegezh, hag ur bern kredennoù all. Ha dedennet e oa gante. Met gwech ebet ne vije kouezhet e pej ar sektoù abalamour, just a-walc’h, ma oa solud diazezoù he c’hredenn ā roet dezhi gant he zud.
Ouzhpenn evit ar feiz katolik hag evit anaoudegezh lennek kredennoù ar bed, koulskoude, a oa oc’h ober speredelezh Anjela Duval. Ur c’hevrineg (pe ur mistig) e oa ivez, hag a veze boemet gant ar vuhez hag a-unvan gant an holl voudoù bev, n’eus forzh pegen bihan ha pegen vil e vijent bet.
A ! Na damant am bez me da bep kammed
Damant da flastraƱ, da frikaƱ
A-hed ar wenodenn pe ‘dreuz ar park
Boudoùigoù uvel dindan sol va zroad :
Ar c’hwil glas souchet er spoue,
Ar verienenn vunut o treinaƱ
Gant mil boan ha mil ijin
Ar verr-blouzenn d’he c’hrugell.
Bleuñvigoù koantik damguzhet el leton,
O strivaƱ da zigeriƱ o c’halon d’an Heol 6.
An dra-se, ‘m eus aon, n’eo ket bet komprenet gwall vat gant tud zo. N’eus tamm falsteneridigezh ebet aze ; Anjela Duval en em sante tost eus an holl voudoù peogwir e soƱje ganti e oa hi ur boud evel ar re all, gant ar memes talvoudegezh, na mui na mez. Kavout a ra din eo heƱvel a-walc’h he speredelezh, war ar poent-se, diouzh hini ar Voudaiz.
Met dipitet gant an denelezh ne oa ket kennebeut. Ne roe ket he holl garantez d’al loened. Pell ac’han ! D’an dud ‘n hini eo ez ae he c’harantez da gentaƱ-tout ha dreist-holl d’he Ā« breudeur a boan Ā», ar beizanted. Met ivez, evel-just, d’ar Vretoned kalonek.
Karantez vro
BevaƱ a reomp ā sell aze ur gomz voutin, c’hoazh ur wech ! ā en ur bed a zo o ‘n em unvaniƱ, memes ma chom ur bern diforc’hioù c’hoazh etre ar pobloù. War un dro e teu an unvanidigezh-se eus araokadennoù teknologiezhioù ar stlenn hag eus an darempredoù ekonomikel a zalc’h da vuanaat ingal-ingal. Met da heul unvanidigezh ar bed e weler, a bep tu, tud o kaout anken hag o souchaƱ en o c’horn. DaƱjer bras zo en em lakfe ar bed da dammata evel ma ra ar Balkanoù.
Anjela Duval ne oa ket ur plac’h he dije karet en em serrfe ar Vretoned warne oc’h-unan. War a seblant n’he doa kazimant gwech ebet kuitaet he zi-feurm, na Breizh. En lĆ¢rout a ra en ur barzhoneg :
Sev all ebet n’am eus sunet
Na taolet troad war douar all
Met da hini, va Breizh din-me 7
Koulskoude ne oa ket klozet warni hec’h-unan, tamm ebet. Er c’hontrol-fed, pa skriv : Ā« Neb a chom en e di ne gar an avel Ā»* e fell dezhi lĆ¢ret d’an dud n’eo ket mat chom serret en o c’horn. Ha skoet e veze he holl weladennerien o welout pegen bras ‘oa he gouiziegezh. Desket e oa bet drezi hec’h-unan ha lambrek e veze gant al levreier : lenn a rae gant herr ha lontegezh an holl re a dremene dindan he dorn. Ouzhpenn-se e selaoue ar skingomz ingal. Hag ur souezh e oa gwelout pegen kelaouet mat e veze eus darvoudoù hag eus dalc’hioù ar bed. Diskouez a ra he barzhoniezh pegen prederiet e veze gant gwalleurioù ar bed. Evel e Ā« Darbodoù Ā»*, pe e Ā« Lagad an heol Ā»*, e lec’h ma klemm an Heol :
Gwelet ‘m eus tud o vervel gant ar riv.
Gwelet ‘m eus tud o vervel gant an naon.
Gwelet tud o vervel gant an dic’hoanag.
Gwelet tud o lazhaƱ tud, breudeur o ‘n em dagaƱ.
Gwelet ‘m eus pobloù mac’het.
Gwelet ur penntiern meur o kouezhaƱ dindan boled ur foll.
Gwelet forzh tud o lenvaƱ 8.
Ma ne oa ket troet Anjela da ‘n em serriƱ warni hec’h-unan, ne oa ket a-du kennebeut ā ha tamm ebet ! ā gant ar re a zinac’h o unvanelezh 9. Anav a reer ar frazenn, deuet da vezaƱ brudet, a zistroe d’an dud o devoa lĆ¢ret dezhi : Ā« Je ne parle pas le breton mais je le comprends. Ā» Ar paour-kaezh tud-se a gleve ‘nezhi o respont neuze : Ā« Ya, evel ma chas eo ivez ; ne gomzont ket brezhoneg, met kompren a reont ! Ā» Ur vezh ruz e oa eviti gwelet ar Vretoned o tilezel o yezhā¦
Perak ‘komzfec’h ur yezh estren
D’o Bro, d’ho Pugale ?
Torfed terriƱ ar chadenn aour
‘MaƱ hon Enor enni*.
En em gannaƱ a-enep d’an dinac’h zo bet, d’am soƱj, unan eus ar c’hentelioù meur he deus roet Anjela Duval deomp. Dreist-holl pa n’eo ket hepken gant ar spered met ivez gant an ober e kase he stourm. Rak Anjela n’he deus ket dihanet da stourm a-hed he buhez.
II. Stourm
Feal on bet atav d’am ger-stur :
Stourm a ran war bep tachenn*.
Stourmoù ar vuhez
Ur c’hann oc’h adkregiƱ ingal eo al labour-douar, evel ma tiskouez Anjela Duval en he barzhoniezh. Ingal eo bet ar stourm a-enep d’an elfennoù he stourm kentaƱ. Hec’h-unan en e diegezh e laboure evel ur gwaz gant, koulskoude, nebeutoc’h a nerzh evit ur paotr ha gant ur yec’hed fall. Kalz eus he lennerien, tud kĆŖr, n’o doa ket ā na n’o deus ket c’hoazh ā an disteraƱ menoz eus pegen skuizhus e vez ar vicher peizant. Ur sklav eo al labourer-douar. Ha kalz eus ar weladennerien a zo bet degemeret e ti Anjela Duval ne gomprenent ket e lakaent ā en ur gemer un tamm eus hec’h amzer brizius ā he labour da vezaƱ startoc’h c’hoazh. Met pa zegouezhe dezhe, ouzhpenn, ober goap eus he breudeur peizanted, aze, ne oa ket evit padout kenā¦
Er-maez !
Ya er-maez, c’hwi !
Ne fell ket din.
Ne c’houzanvin morse
‘Vefe dismegaƱset em zi
Va Breudeur a boan :
Servijerien an Douar
Douar santel va Bro
Hor Bro. Hor Mamm-Vro !
Va Breudeur Peizanted*.
Labourat an douar, koulskoude, n’eo ket bet he stourm pemdeziek nemetaƱ : adalek he bugaleaj he deus ranket Anjela Duval stourm evit bevaƱ. Pa oa c’hwec’h vloaz he doa bet ur gwall gleƱved-eskern en doa ampichet ‘nezhi da vont d’ar skol ac’han hec’h eizh vloaz. Hag ingal, war-lerc’h, he deus bet ur yec’hed fall ; ingal, ivez, ez adkaver ar c’hleƱved hag ar boan en hec’h oberenn. Muioc’h, marteze, en he bloavezhioù diwezhaƱ, rak dre ma koshae e fallae he yec’hed hag e washae he foanioù. Met a-enep dezhi hec’h-unan he deus dleet stourm ivez.
Stourm a-enep dezhi hec’h-unan
Un dibab eo bet eus perzh Anjela Duval chom hec’h-unan da zerc’hel douar e TraoƱ-an-Dour. Ur bern servijerien āƱpe pleustrerien, ma’z eo gwelloc’h ganeoc’h ā he doa bet pa oa yaouank. Unan dioute nemetken en doa gouvezet gounit he c’halon. Un is-ofiser a vor e oa, deuet da vezaƱ kabiten war-lerc’h, saƱset. War-nes dimezin e oant ha⦠A-greiz-tout, n’o doa ket graet. Petra ‘oa degouezhet neuze ? Ne ouezer ket dre just. Me, bepred, n’ouzon ket. War a seblant e oa bet dibosupl ar garantez etre ur merdead hag ul labourerez-douar. Diouzh ar pezh a zo bet lĆ¢ret din war-lerc’h he marv, en ‘n dije kinniget dezhi kemer ur goƱvers e kĆŖr hag hi he dije nac’het kuitaat TraoƱ-an-Dour. Neuze e oant dispartiet.
E korn va c’halon zo ur gleizenn
‘Baoe va yaouankiz he dougan
Rak siwazh, an hini a garen
Ne gare ket pezh a garan
EƱ na gare nemet ar c’herioù
Ar morioù don, ar broioù pell
Ha ne garen ‘met ar maezioù
Maezioù ken kaer va Breizh-Izel 10
Chomet eo bet ar gleizenn-se betek ar fin. Ha hec’h-unan war-lerc’h marv he zud ā daoust dezhi karout an natur ha bezaƱ a-unvan gant an holl voudoù a veve en-dro dezhi ā zo bet degouezhet dezhi magaƱ melkoni a-wechoù.
Va-un’ war an douar, va-un’ en ur Bed kriz
Dare on da semplaƱ, trec’het gant an enkrez 11
KreƱv-hardizh eo bet melkoni hag enkrez Anjela er bloavezhioù hanter-kant ; met dre vras, o’n em lakaet da skrivaƱ, ez eo deuet a-benn da vezaƱ trec’h warne. Koulskoude, zoken war-lerc’h, zo degouezhet dezhi, meur a wech, koll emgannoù a-enep dezhe. Ar pezh n’houle ket diskouezā¦
Arabat samman seurt sammoù
War divskoaz ar re yaouank.
‘Pad ma c’hell ar c’hozhiad
O dougen e-unan.
Ret mousc’hoarzhin d’o mousc’hoarzh.
Zoken pa vroud ar boan grisaƱ.
Ret eo magaƱ dezho o spi
En un Dazont a vo o hini
Hag a baeo kantvedoù mezh*ā¦
Er baourentez he deus bevet Anjela Duval a-hed he buhez. N’eo ket abalamour n’en dije ket permetet he zi-feurm dezhi ober ‘mod all, met dre choaz. Start e c’hell bezaƱ kompren ar choaz-se. Hi ‘lĆ¢re n’houle cheƱch mann ebet en he zi rak ‘mod all he dije bet ar santimant da lakaat eneoù he zud ‘maez an ti. Gwir eo, moarvat, met krediƱ a ran e oa ivez he faourentez un dibab speredel. Troet he doa bet e brezhoneg ur barzhoneg skrivet gant Ramon Soley Ceto hag anvet Ā« An Oaled paour Ā» e-lec’h ma vez meulet meur a wech Ā« ar spered a baourentez Ā» hag e-lec’h ma lĆ¢r ur gwaz d’e bried : Ā« Deus, ma veizez priz divent ar baourentez 12. Ā» Daoust hag-eƱ ne vije ket aze evel un dasson eus karantez kollet Anjela ? Daoust hag-eƱ, m’he deus divizet treiƱ ar barzhoneg-se n’eo ket peogwir he devoa-hi, just a-walc’h ar Ā«v spered a baourentez Ā» ?
Dre zibab an hini eo he deus Anjela Duval bevet evel ur benitiourez. Ha betek penn he dibaboù ez ae, daoust d’ar boan ha d’an douetaƱs. Ur skouer eo evidomp, pa vezer ken troet da chench ali en hor c’hevredigezh, da chom hep mont betek penn an traoù. Alies e vez klevet tud o lĆ¢ret o dije c’hoant bevaƱ en digenvez⦠Met pet dioute a vez kalonek a-walc’h evit mont betek penn an hunvre ? Ha piv ‘vefe kap en hor c’hevredigezh-beveziƱ da zibab ar baourentez ha da chom er stad-se a-hed e vuhez ? En ur mod e oa en a-raok Anjela Duval war hec’h amzer : bezaƱ dibabet bevaƱ hec’h-unan ha klask bezaƱ mestrez war he buhez, ne oa ket ā ha n’eo ket c’hoazh ā un dra aes evit ur plac’h. Dreist-holl war ar maez. Sklaer eo ne oa ket ur plac’h klouar anezhi. Hag an dra-se zo splann ivez war dachenn ar politikerezh.
Ar basionaria
An dinac’h, em eus lĆ¢ret, ne blije ket d’Anjela Duval e mod ebet. Met dre vras eo gant al laoskentez e veze lakaet heug. Meur a wech e vez santet an dra-se en hec’h oberenn. Dreist-holl pa rebeche d’ar Vretoned bezaƱ laosk e-kenver o bro hag o yezh.
Va c’henvroiz ‘zo kousket
Hag hor Bro o veuziƱ*ā¦
Hi ā feal bepred ouzh he menozioù ā he deus bet ingal ar galon da lĆ¢rout ha da skrivaƱ ar pezh a grede, n’eus forzh petra a soƱje an darn vrasaƱ eus an dud. N’he deus ket bet damant d’he foan, nag aon rak an teodoù fall. Ha n’he deus ket moustret he barradoù imor :
Pebezh Tonkadur hon hini !
Tu ebet ken da vevaƱ er Vro.
Ret astenn an dorn d’ar C’hallaoued
Ha pennglinaƱ dirazo 13ā¦
Gwech ebet n’he deus nac’het sikour an emsaverien, zoken ar re a stourme e-maez al lezenn hag ar re a c’helle bezaƱ erru fall gant ar c’hros vras eus ar Vretoned. Evel amaƱ, e-lec’h ma diskouez skoazellaƱ tamallidi Talbenn dieubidigezh Breizh.
Dirak Lez-varn ar Vistri
ā Oaned dirak bleizi ā
Pemp warn-ugent tamallad
Difennerien Enor ha Buhez Breizh
A vo dismegaƱset dirak ar Bobl
Ar Bobl-se mouget hec’h Emskiant
Gant Skol, Radio, Tele ha media ar Gall*
Degas a ra ac’hanomp ar galon hag ar vrokusted-se da gentel diwezhaƱ Anjela Duval.
III. ReiƱ
Gant ar muzul e rofet d’ar re all e vo roet deoc’h 14.
SkrivaƱ
SkrivaƱ a felle da Anjela Duval ober abaoe ma oa bihan-tout, war a seblant : kavet em eus en he c’haier-skol diwezhaƱ ur barzhoneg eus an 9 a viz Eost 1920 e-lec’h ma c’houl digant Doue ar gras da zont da vezaƱ ur varzhez :
Je veux devenir une petite poƩtesse
Tel est le dĆ©sir de mon cÅur ici bas.
Daou-ugent vloaz war-lerc’h eo bet sevenet he fedenn. Ha dre an arz he deus gallet Ā« subliman Ā» (pe aezhenniƱ) he foanioù. En displeget he deus hec’h-unan. SoƱjal a rae dezhi e oamp tonket holl da garout ; met peogwir n’he doa-hi na bugel na familh da garout e oa dre ar skritur e c’hellfe reiƱ he c’harantez d’ar re all. KrouiƱ zo bet marteze eviti ā evel evit kalz a dud all ā un doare da vont dreist d’ar mank bugel.
Roet he deus kalz deomp. Meur ha meur a varzhoneg hag a skrid plaen he deus laosket deomp. Ha me ‘gav din e oa heƱvel a-walc’h he mod da skrivaƱ barzhonegou da hini ar re o deus savet hon hengoun kanet. ‘Pad an deiz ā e-keit ha ma veze o labourat an douar ā e prederie. Ha diouzhtu ma kave un tamm amzer vak e lakae he sonjoù war ur baperenn bennak : ur golo-lizher, ur vandenn-gas kazetenn, ur folenn vruderezh, n’eus forzh petra a gouezhe dindan he dorn a oa mat⦠Kalz a dammoù paper ‘mod-se am eus adkavet en he c’hartonsoù. Ur bern gerioù a oa bet barrennet ha diverket warne, peogwir, moarvat, ne oa ket da ganti ac’han he dije kavet ar ger mat, an hini nemetaƱ a faote. Met ar pezh en deus souezhet ac’hanon eo gwelout pegen brav e oa, dija, testennoù ar brouilhonsoù, a-raok bezaƱ bet reizhet. En he fenn an hini eo e veze savet hec’h oberennoù ganti ha n’eo ket war ar paper. (Un diforc’h bras eo gant ar pezh a vez graet, peurvuiaƱ, gant ar skrivagnerien a-vremaƱ, a lak an traoù diouzhtu war baper pe war ar skramm, kuit dezhe implij o memor, hag a gemm o skrid meur ha meur a wech da c’houde.) Ha goude se, ur wech ma plije he skrid dezhi, ez adskrive anezhaƱ war un tammig kaier skoliad, ken modest ha hi. Un daou-ugent kaierad bennak am eus kavet evel-se, ha me ‘gav din e c’hellfe bezaƱ reoƱ all c’hoazh e ti tud hag o deus anavet mat Anjela. Ma ‘z eo gwir an dra-se e pedan an dud a zo kaieroù gante da gaout ar vadelezh da reiƱ, pe da brestaƱ, ar c’haieroù-se din ā pe eilennoù dioute ā evit ma vije bodet holl skridoù Anjela Duval er memes lec’h. Klask a ran e vefe krouet ul levraoueg publik e-lec’h ma vefe moaien da fiziout an holl dielloù-se, evel em eus displeget uheloc’h 15.
Temoù barzhoniezh Anjela Duval ha temoù he buhez a zo heƱvel. An douar, an natur, al loened, ar feiz, ar bedenn, ar garantez evit Breizh, hag ar stourm a-enep d’ar c’hleƱved a zo darn eus ar re a vez kavet an aliesaƱ pe eus ar re a vez ar muiaƱ war-wel. Met temoù zo a zo a bouez-bras ivez, daoust dezhe nompas bezan gwelet kement, marteze. Ar garantez hag ur serten erozegezh kevrinel (pe mistik), da skouer, a zo bet laosket a-gostez un tammig, betek-henn. Meur a varzhoneg karantez he deus skrivet, koulskoude, evel hemaƱ, e-lec’h ma skriv :
Degas din ar Garantez-se a glask ‘n em goll betek strad ar Boud hag ac’hane tarzhaƱ ‘n ur sev diwelus a-hed skourroù gwezenn ar Vuhez*.
Evit pezh a sell ouzh an erozegezh, n’heller ket lĆ¢ret he dije skrivet kalz a dra, met, memestra, ma lenner hec’h oberenn gant rikour ar bredelfennerezh e c’heller gwelout meur a dra, evel e Ā« Va barzhonegoù Ā» e-lec’h ma lĆ¢r skrivaƱ barzhonegoùā¦
War vruched noazh an Hini a garan,
War groc’hen noazh ar Vro a garan.
N’eo ket gant un ibil o skrivaƱ
Hogen gant binvioù-dir 15ā¦
‘Mod all he deus troet barzhonegoù bet skrivet gant tud all, evel Ā« Barzhoniezh Bro-Indez Ā», e lec’h ma skriv an oberour :
Mervel a ran, met soƱj am eus eus joa va c’hentaƱ trivliad
Dirak da zremm ken kaer trolinennet heneuz ha glan
SoƱj am eus skrij va Boud dirak ar Gened soutil
Az kronne holl evel un aergelc’h blizidik.
SoƱj am eus da vrennid c’hwezet ken c’hwek
O strobinell nevez ar Garantez ! ‘n ur vervel
E kounaan hini da hini marzhioù da gened e bleuñv
Da zaoulagad don hañval ouzh lotuzennoù dindan ar glizh 16.
Ar c’hoant da gaout bugale ā pe kentoc’h ar c’heuz da vezan chomet hep bugel ā, a zo unan eus an temoù a vez santet kreƱv, ivez. E Ā« Trivliad Ā», da skouer, e kont Anjela e oa o labourat ; a-greiz-tout e ra ur sav-kein da ehanaƱ ha gwelout a ra traoù o hejaƱ. Goude ur pennadig e tizolo ez eo ur c’houez lienoù babigā¦
ā Ha bremaƱ, stouet adarre
War va labour,
Eo mouest va malvennoùā¦
Me, ar plac’h yaouank kozh 17 !ā¦
Diwezhatoc’h, e Ā« Piv ? Ā», en em c’houl ā evel kalz a beizanted kozh ā petra ‘zeuio he zi-feurm da vezaƱ war he lerc’h.
Hag e dibenn va amzer
E dibenn va nerzh
E huanadan
Piv a gemero va ger-stur ?
War va lerc’h ?
Piv a gemero va armoù ?
Pa gouezhint eus va daouarn
Pa n’em eus ganet mab ebet*ā¦
Hag ar marv, neuze, a vez kavet ingal en hec’h oberenn. Gallout a reer menegin Ā« ā Tekla Ā», e lec’h ma komz ouzh an hini a oa en he c’hambr en ospital Lannuon, o c’houlenn diganti :
Pelec’h out bremaƱ Tekla ?
Pelec’h emaƱ da Ene* ?
Gallout a reer menegiƱ an holl varzhonegoù he deus dediet d’he zud, d’he c’hoar Mada, da Yann-KĆŖl Kernalegenn pe d’ar stourmerien all a zo marvet evit Breizh, ar barzhonegoù he deus skrivet diwar-benn noz an Anaon hag, evel-just, Ā« Va c’halon Ā»ā¦
Va c’halon zo ur vered
Enni nouspet ha nouspet bez.
Enni bemdez ur bed nevez,
Bezioù kerent ha mignoned,
Bezioù keneiled ken karet 18.
A-fet stil, ‘mod all, n’eo ket unvan oberenn Anjela Duval. Daredoù awen eo darn eus he skridoù. Darn all a seblant bezaƱ gwan un tamm, marteze peogwir n’he deus ket kemeret tra-walc’h a amzer da labourat o stumm.
Met n’eus forzh peseurt live awen e vefe gant he zestennoù, holl int bet skrivet en ur brezhoneg skouerius. Mestr e oa Anjela diouzh he yezh. Ereadurezh he frazennoù, da zigentaƱ, a oa brezhonek da vat : ne oa ket kontammet tamm ebet gant ar galleg. Ha pinvidik e veze he geriaoueg, leun a c’herioù kozh Ā« rimiet ha flouret ha dalc’het divergl Ā» hag a c’herioù arnevez Ā« ganto stirlink metal skaƱv Ā» 19 evit dont a-benn da ziskuliaƱ he fromoù ha da c’hoari gant ar soniadoù. Lakaat ‘rae ar brezhoneg da zeveraƱ gant nerzh diwar he fluenn ha troioù-lavar saourus da strinkaƱ hep dihan. War ar poent-se, n’hellomp nemet kemer patrom warni. Met Anjela Duval n’eo ket bet nemet ur skrivagnerez. Ur gwir brezegerez eo bet ivez.
Prezeg
Er bloavezh 1971 e oa un den eus an ORTF 20, AndrĆ© Voisin, oc’h ober abadennoù skinwel diwar-benn tud vunut hag o doa traoù kaer da gontaƱ. Mont a rae un tamm bihan partout er c’hwec’hkogn o klask diskoachaƱ konterien. Evit Breizh en doa goulet e ali digant Roger Laouenan, ur c’hazetenner o labourat en TĆ©lĆ©gramme. Hemaù en doa kaset anezhaù da welet un den anvet Louis Mercier⦠hag evel-just ā peogwir e oa mignon mat diouti ā da welout Anjela Duval. Met ne oa ket re fier Roger eus e daol. Aon en doa un tamm eus ar mod e vefe bet degemeret paotred an tele gant Anjela hag eus ar pezh he dije gallet ar beizantez kozh lĆ¢ret dirak ar gouleier kriz, ar c’hameraioù hag an holl vekanikoù. Gwir eo e oa bet spontet Anjela un tamm, da zigentaƱ. Met a-benn ar fin, ha dreist-holl adalek ma oa bet filmet er-maez, e oa en em zispaket hag he devoa digoret he c’halon. Petra he doa lĆ¢ret ?
Klemm an douar dilezet
Hiraezh ur Bobl sujet
D’he gwirioù, d’he Frankiz.
Fulor ar yaouankiz
Nac’het outo o yezh :
Ene o gouenn 21.
Meur a wech he deus bet skrivet war-lerc’h e oa a-benn ober un doare abostelerezh evit Breizh he devoa asantet respont da goulennoù ar c’hazetenner. Met kalz pelloc’h e oa aet he zaol evit tout ar pezh a oa bet ijinet ganti pe gant Roger Laouenan. Kreuvet he doa Anjela ar skramm an noz-se, e-giz ma vez lĆ¢ret. Ar FraƱs a-bezh a oa bet skoet gant ar pezh he doa lĆ¢ret. Ha broioù all war-lerc’h. D’am soƱj o doa merzet an dud pegen kreƱv e oa kredennoù Anjela. War-lerc’h bloavezhioù ha bloavezhioù a breder, e oa sklaer he menozioù en he fenn ha gouvezet he doa implij gerioù simpl ha skeudennoù aes da gompren evit displegaƱ anezhe. Moarvat o doa santet ar sellerien ne oa tamm disparti ebet etre ar pezh a soƱje, ar pezh a lĆ¢re hag ar pezh a rae. Se, sur a-walc’h, en doa merket anezhe. Hag adalek an 28 a viz Kerzu 1971 ā an noz ma oa bet skignet an abadenn ā zo deuet miliadoù a lizhiri ha, dreist-holl, miliadoù a weladennerien davet Anjela.
Hag aze ā evel ur seurt profedez gouestlet korf hag ene d’he c’hefridi sakr ā ez eo aet Anjela Duval betek penn an traoù : respontet he deus d’an holl lizhiri he deus resevet, hini ha hini. Koulskoude en doa kinniget an Aotroù Klerg dezhi ober stensiloù ha kas ur c’helc’hlizher d’an holl. Met, nann, nac’het he doa. N’en doa ket komprenet, eƱ, war an tomm. N’eo nemet kalz war-lerc’h ā pa ‘z eo-hi marvet ā en deus komprenet anezhi war ar poent-se : Ā« bremaƱ e komprenan ho poa c’hoant da seveniƱ ho kalvedigezh, da reiƱ da anavezout ar gefridi ho poa da ober er bed 22⦠»
Met ouzhpenn evit lizhiri he deus resevet. Tud zo deuet da welout anezhi, a-vil-vern ! Hag ez int bet degemeret tout evel ma veze graet war ar maez gwechall, da lĆ¢ret eo kazimant evel ma vijent bet bugale an ti. Kafe, bara, amann, krampouezh, kachennoù⦠Tout an traoù a veze lakaet dezhe war an daol, daoust dezhe bezaƱ a-wechoù tud diseblant pe touristed deuet d’arvestiƱ ul loen drol.
Met e pep lizher, ha da bep den deuet da welet anezhi e rae Anjela Duval ur seurt bruderezh, pe abostelerezh, evit ar pezh a grede start. Prezeg a rae evit Breizh hag he yezh en ur stumm ha na oa ket hini ur person e-barzh e gador-sarmon, met gant fent hag ur spered lemm. Dre al labour-se, sur a-walc’h, he deus bet, hec’h-unanig, ul levezon war emdroadur speredoù ar Vretoned. Rak ur bern tud, euzhus, zo bet o welout anezhi ha, sur, he deus merket anezhe. Er prezeg-se koulz hag en traoù all ez eo aet gwall bell Anjela : betek an aberzh.
En em reiƱ
N’eo ket a-walc’h reiƱ,
Ret eo en em reiƱ 23
Ur spered aberzh a oa gant Anjela Duval. Da zigentaƱ, evel hon eus gwelet, he doa, pa oa war-dro ugent vloaz, aberzhet d’he douar ar garantez he doa evit ur paotr yaouank. En unan eus he barzhonegoù ez implij, hec’h-unan, ar ger Ā« aberzh Ā» evit komz eus an darempred a liamm anezhi ouzh an douar.
Testeni va aberzh d’an Douar a garan
Siell va c’harantez d’ar Vro zo va Hini
Em yaouankiz teneran
Va c’halon leun a Spi
War c’hlann ur wazhig seder
He dour boull o hiboud
Em boa plantet bod ha bod
An danvez gwez-pupli*
Goude se, neuze ā pe war ar memes tro, kentoc’h ā, he deus aberzhet he yaouankiz d’he zud. Gallout a reer en em c’houl, e gwirionez, hag-eƱ n’eo ket dreist-holl evit ober war o zro he doa dibabet chom war he douar ha lezel he servijer da vont kuit e-unan. Ne oant ket gwall yaouank pa oa ganet : he zad ‘oa tri bloaz ha daou-ugent hag he mamm eizh bloaz ha tregont. Setu, fonnus-tre int deuet da vezaƱ kozh, ha da gaout ezhomm sikour. Piv ‘n dije graet war o zro ma vije-hi aet kuit ? Daoust hag-en n’eo ket se a oa war he sklerijenn p’he deus nac’het kuitaat TraoƱ-an-Dour ? Bepred he deus roet tout he nerzh, tout he buhez ha tout he c’harantez dezhe, keit ha ma oant bev.
Ha pa ‘z int marvet, neuze, he deus en em gavet fall ken a oa, gwasket-spontus gant an anken : he buhez n’he doa ster ebet ken. Tregont vloaz war-lerc’h marv he mamm e vemore c’hoazh :
Ken poanius ‘oa bet an disparti
Ken mat ‘oa skoulmet hor buhez
Gant liamm didorrus ar Garantez*.
Un dek vloaz bennaket war-lerc’h marv he mamm, memestra, gant ar brezhoneg hag ar skritur, he deus kavet he hent hag ar c’hempouez, en un digenvez seder. Siwazh, n’en deus padet ar sioulder nemet dek vloaz. Adalek abadenn tele 1971 eo bet fourgaset he buhez. Ha koulskoude ā daoust d’ar barradoù imor a-wechoù (s.o. Ā« Ar plad-tufaƱ Ā») ā n’he deus ket nac’het ar miliadoù a lizhiri hag a dud a zeue da drubuilhaƱ he buhez peizantez ha barzhez. Er c’hontrol-fed. War-dro 100 000 den he dije degemeret ā hervez Roger Laouenan ā etre an abadenn skinwel kentaƱ hag he marv ! Meur a radio hag a dele zo deuet d’ober abadennoù diwar he fenn, ar BBC, skinwel Bro-Finland, hini Bro-Sweden, hag all ; hi, ar benitiourez hag he doa dibabet an digenvez⦠Ar garg-se a oa en he spered ar groaz he doa da zougen evit Breizh. Eus hec’h abadenn skinwel he deus skrivet, bloaz war-lerc’h :
Arabat krediƱ, tud
‘Vije hi o klask brud
N’oa nemet un aberzh
Eus he ferzh
War aoter he Broā¦
Hag evel-just, o koll aze kalz eus an amzer he dije bet ezhomm gouestlaƱ d’he micher, d’ar preder, d’ar varzhoniezh, d’an diskuizh ha d’he yec’hed, ez eo en em ziviet. Me ‘gav din eo se en deus lakaet he c’hleƱved da greskiƱ hag en deus lazhet anezhi.
Evit klozaƱ e kav din he doa rakverzet Anjela Duval darn eus ar brasaƱ kudennoù a vevomp bremaƱ : ezhomm en deus kempouez ekologel an douar da vezaƱ diwallet ; rankout a ra an nen kestal ur ster da reiƱ d’e vuhez, pa’z eo aet an ideologiezhioù bras d’ar strad ; Ā« gwrizioù Ā» sevenadurel a faot d’an dud evit bezaƱ anavet en ur bed a seblant bezaƱ oc’h unvanin ; hag allā¦
ReiƱ a rae respontoù Anjela Duval da bep hini eus ar c’hudennoù-se. Gallout a reer bezaƱ a-du pe get gant he menozioù, met n’eo ket kement-se aze emaƱ an dalc’h. Ar plac’h-se, hep tamm deskamant ebet, he doa, hec’h-unan-penn en he zi-feurm, komprenet kalz eus dalc’hioù bras ar bed ; savet he doa ur brederouriezh eus ar vuhez a responte d’ar goulennoù meur a reomp d’an deiz hiziv. Ha ā dreist-holl ā kredet ha gouvezet he doa, gant arz, lakaat he holl vuhez da glotaƱ ouzh he soƱjoù, betek ar marv. Panevet evit se, n’hellomp nemet kaout doujaƱs eviti ha kemer skouer diouzh he youl.
Notennoù
1. Lavar-pobl. ā©
2. Ger ijinet ganin evit ar ger galleg cloner.ā©
3. RenĆ© Descartes, Discours de la mĆ©thode, c’hwec’hvet lodenn.ā©
5. Memestra.ā©
6. Laouenan 1982, pp. 93-94 (adlakaet e brezhoneg ganin).ā©
7. Lizher da brokulor Lez-varn Surentez ar Stad, in Pluskelleg 1985, p. 152. (Lakaet e brezhoneg ganin.)ā©
8. Ā« Bennozh dit ! Ā», TraoƱ an Dour, p. 100.ā©
9. Ā« Delioù ruz. Delioù melen Ā».ā©
10. Ā« Barzhoneg eus Bro-Bers Ā» pe Ā« Doue hag an Den Ā».ā©
11. Ā« An Oaled paour Ā», bet troet diwar un destenn eus Ramon Soley Ceto, barzh katalan. ā©
12. Ā« An tren-noz Ā», TraoƱ an dour, p. 105. ā©
13. Lavar-pobl ā©
14. Ā« Va barzhonegoù Ā» (Ā« Barzhonegoù-noz, barzhonegoù-deiz Ā»), Kan an douar (eil embannadur, 1978), pp. 101-102. ā©
15. Ā« Barzhoniezh Bro-Indez Ā» (Ā« Barzhoneg eus Bro-Indez Ā»), Kan an douar (eil embannadur, 1978), p. 179. ā©
16. Ā« Trivliad Ā», Kan an douar (eil embannadur, 1978), p. 136. ā©
17. Ā« Va c’halon Ā», Kan an douar (eil embannadur, 1978), p. 56. ā©
18. Ā« Pegen plijus ! Ā», TraoƱ an dour, p. 104. ā©
19. Ā« Office de Radio-TĆ©lĆ©diffusion FranƧaise Ā», ensavadur krouet gant ar gouarnamant gall evit ober war-dro monopol-Stad ar skinwel hag ar skingomz e Bro-Frans, etre ar bloavezhioù 1964 ha 1974. ā©
20. Ā« Bloaz zo Ā» zo ur barzhoneg diembann [betek ma oa embannet en Oberenn glok, NE] diwar-benn kentaƱ abadenn skinwel Anjela Duval. ā©
21. Klerg 1982, p. 53. ā©
22. Ar frazenn-se, bet skrivet gant Anjela Duval, am eus kavet en unan eus he c’hartonsadoù paperioù, gant ur roll krennlavarioù nevez bet ijinet ganti. ā©
23. Gw. notenn 21. ā©