Tantadoù

Keuz am bo deoc’h, tantadoù kaer va bugaleaj : kefioù derv, bezv, kistin kozh a uze ho koad e gwrez frondus, e sklêrijenn. Bez’ zo ifernioù ma vez enaouet tantadoù meur, gant ar re daonet e-giz skilhoù, gant o c’halonoù […]

Sumfonienn Mari-Jose

Da Anjela Duval Ur Sumfonienn a zaskren Er wezenn rous… Penn peliet, barroù troc’het… An avel a c’hwenn untoniezh ur Bremañ dirollet war souflam ur c’hantved N’eus mui na frond, nag abeg-bevañ Nemet ‘n em gannañ a rafed Mennout a […]

Sonedenn

Tasmant arc’hant e frezilhonoù o skrijañ Aezhenn an noz ‘n ur huanadiñ Addigor va gouli kozh gant he dorn louet Hag a bella. Chom a ran o tielc’hat. Gloaz a Garantez ma strink outañ ar Vuhez Puñs peurbadel a sklêrijenn […]

Son ar wreg yaouank

Setu ni deut amañ. Ha graet hir hent d’ho kwelet Deut da lidañ gant joa. An deiz kaer-mañ hoc’h eured Deoc’h c’hwi ha d’ho Pried : Levenez ha yec’hed ! Hag intentet hoc’h eus. Pezh a lâras ar beleg ? […]

Priedoù

Ar bed a zo bihan-bihan Va bihanig. An dud veur ivez Zo gwell vihan. Va Doue ! Pebezh tudoù ! Pebezh tudigoù ! Met va c’harantez zo divent. Va c’haezhig. Ha va c’halon ken ec’hon Ma seblant din bras pep […]

Peizant

A. Peizant va Breur P’emaout oc’h arat da bark E c’hellez bout lorc’h ennout Gant da anv : Peizant ! Dougen a rez anv an Douar, A anavez evel ur Pried : Un devezh bagol. Un devezh all garv. Eus […]

Pedenn Soljenitsin

— Na mat e kavan bevañ ganit-Te Aotrou ! Nag eo aezet krediñ ennout-Te. Pa’n em gav gwan vaspered, ha pa ne veizan mui ; pa ne wel ket an dud speredekañ e tu-hont da fin an deiz, ha ma […]

Pedenn ouzh sked ar c’hleuzeur

Bolz an neñv a zo da skabell Bez’ ac’h eus evit kleuzeurioù an Heol hag al Loar Hentoù sant Jakez zo perlez strewet Ar c’hoadoù santal a zo da ezañs An aezhenn a hej da aveler roueel Bleunioù ar c’hoadeier […]

Pedenn an nijlammer

Roit din, va Doue, ar pezh a chom ganeoc’h Roit din ar pezh ne vez morse goulennet ouzhoc’h Ne c’houlennan ket an Diskuizh Nag ar Sioulded Na hini an Ene. Na hini ar c’horf. Ne c’houlennan ket ar Binvidigezh Nag […]

Paotred va bro

I Paotred va bro Gwez va douar Evidoc’h ‘m eus kuitaet Karantezioù war an traezh Rouantelezhioù E kreiz ar Goadeg werc’h Hag ho adkavan En amzerioù nevez E-lec’h n’emaoc’h ket en ho aez Zoken pa skorn er-maez Peadra da faoutiñ […]