
2019
D’ar 7 a viz Du 1981 e oa aet Anjela Duval da Anaon. A-benn kaout soñj eus he deiz-ha-bloaz zo aozet ur genstrivadeg gant Mignoned Anjela…
Lenn barzhonegoù Anjela
8-30 a viz Du 2019
Kinniget zo, d’ar re a fello dezhe kemer perzh er genstrivadeg, lenn ur barzhoneg gant Anjela, enrollañ o mouezhioù ha kas an enrolladenn d’ar gevredigezh a-raok an 31 a viz Du.
10 eus an enrolladennoù bet kaset da Vignoned Anjela, e-mesk ar re blijusañ da glevet, a vo dalc’het hag embannet amañ, war anjela.org
Ar 5 anv kentañ war roll an enrolladennoù dalc’het eo re an dud a vo bet gounezet al levr Anjela gante.
A-benn goût kement tra zo da c’hoût war ar genstrivadeg-mañ, digor d’ar re vihan koulz ha d’ar re vras, pellgargit ar pdf-mañ :
Hag evit bezañ awenet gant tud all o doa bet ar blijadur d’ober kement-all, kit da selaou anezhe war ar bajenn Klevet Anjela.
Marteze emañ ho plas en o mesk !
20 vloaz e oa Mignoned Anjela e 2018 !
2019
Aet eo Yann-Fañch Kemener d’an Anaon. Pario ec’h ay da gomz gant Anjela war-eeun, eus stad ar vro, ar brezhoneg, hag ar bed. Ha marteze a-walc’h e kanint o-daou asambles, gwerzioù eus an amzer zo bet ha ne vo ket anezhi ken…
Ne vo ket klevet o mouezhioù o tont eus al lec’h m’emaint bremañ. Met klevet Yann-Fañch o lenn barzhonegoù Anjela a c’hallit ober, bremañ pe pa garfet. Amañ !

2018 – Degouezhet eo !
Hag ar re o deus bet ‘nezhañ zo tres plijet ‘walc’h war o fennoù ! :p
Na ganeoc’h ? Petra ‘ta ‘vo lennet ganeoc’h neuze, ‘tal an tan, er goañv goude koan ?
2018
Evidoc’h-c’hwi e vo embannet Anjela, ur c’haer a levr divyezhek brezhoneg-galleg, a-benn adkavet Anjela dre he gerioù dezhi, ha gant doare tresañ Christelle Le Guen, barzhoniezh ennañ. El levr-mañ ho po ar blijadur da vont da heul Anjela war douaroù Treger he zud…
Kontañ a ra, er romant treset-mañ ur 100 pajennad bennak dezhañ en holl, pegen stag eo he c’halon ouzh Breizh he bro, ouzh ar beizanted hag o mod da vevañ, ouzh he yezh. Ha komz a ra ivez deus he c’harantez evit an dud eeun…
Da heul ar pajennoù, tammoù warne deus he lizhiri pe deus pennadoù-kaoz ganti, pe c’hoazh tammoù deus he barzhonegoù, e c’hwezho warnoc’h spered Anjela. Pa ‘c’h eo-hi ar “feunteun” pe ar “stivell gozh”, nerzh en he sell reizh war ar bed a dalv hirie c’hoazh…
Profit Anjela deoc’h-c’hwi, profit Anjela d’ho mignoned !
Roit ur gwir skoazell deomp en ur rakprenañ ar romant treset diouzhtu. Evel-se ho po ar blijadur da gaout hoc’h albom kerkent hag e miz Gwengolo 2018, a-raok ne vefe kavet er stalioù-levrioù en diskar-amzer.
Evit se, dav leuniañ ar baperenn rakprenañ amañ stag ha kas anezhi dimp, asambles gant ho chekenn, da : Mignoned Anjela, 4, ar Genkiz, 22340 Plevin
Ho pet ar vadelezh da skignañ ar c’heloù en-dro deoc’h !
Bet eo skipailh An Taol Lagad (F3 Iroise) o c’houlenn
goût hiroc’h war ar raktres d’ar Gwener 29 a viz Even 2018…