Sumfonienn Mari-Jose

Da Anjela Duval
Ur Sumfonienn a zaskren
Er wezenn rous…
Penn peliet, barroù troc’het…
An avel a c’hwenn untoniezh ur Bremañ dirollet
war souflam ur c’hantved
N’eus mui na frond, nag abeg-bevañ
Nemet ‘n em gannañ a rafed
Mennout a ran e c’hoarzhfe ar Sumfonienn !
E kanfe al laboused ur Requiem !
E c’hoarife an Neñv war ar piano
Hag an Avel war an Delenn !
Ar Gerioù, en o Hun,
A dle ‘n em vezviñ a Vuhez !
Pokat da zouar hon Hendadoù.
Komz ouzh al loened, ar stered
Pa gouezh mantell an noz.
Krediñ en Doue ha Pediñ
D’an eur m’emañ ar morzholioù-meur
Oc’h enkorfañ ar Vodernelezh
M’emañ an heskennoù-dir o tiskar hor gwez diwezhañ
Hag an tourterien gant an naon d’hor c’hleuzioù.
Va Ene a c’houlenn bevañ,
Stourm ouzh kement tra zo Enepdenelezh.
Zoken fenoz m’emañ va c’halon e Poan
N’eo ket tra grevus
Rak me ‘oar ez eus nepell diouzhin
Ur vaouez peizantez ha Barzhez
Hag a gar he Douar : an douar-se
Hag emañ e galon o talmiñ
A-vuzul gant hec’h hini.
Ezhomm hor bije, evit salviñ
Dazont hor Bro Breizh
Milionoù a Anjela ! ! !
Trugarez dit…

Miz Du 1976,
diwar Mari-Jose L. G.

Print Friendly, PDF & Email