Pedenn ouzh sked ar c’hleuzeur

Bolz an neñv a zo da skabell
Bez’ ac’h eus evit kleuzeurioù an Heol hag al Loar
Hentoù sant Jakez zo perlez strewet
Ar c’hoadoù santal a zo da ezañs
An aezhenn a hej da aveler roueel
Bleunioù ar c’hoadeier
N’int tra all nemet kinnigoù d’ez treid.
O ! Distrujerien kement anken
Na marzhus al lid-mañ e sklêrijenn ar c’hleuzeurioù
Kerdin al Lud, n’int touchet gant nikun.
A ra d’ar sonerezh dasseniñ ez neved
Da zaoulagad a gonter a viliadoù
Padal n’ac’h eus lagad ebet
Kemer a rez mil furm
Ha padal n’ac’h eus furm ebet
Da dreid peurc’hlan a gonter a vilieroù
Ha padal n’ac’h eus troad ebet
Da fronelloù zo diniver
Padal n’ac’h eus fronell ebet
Te eo an hini a c’hoari e kement tra am hual hag am hoal
N’ez eus ket ur galon ne lintrfe enni ur sklêrijenn
Hag ar sklêrijenn-se eo Te.
Kement Ene hollsklêrijennet gant ar gouloù
N’eo nemet Doue Eñ e-unan.
Met ar sklêrijenn-se, doueel, ‘n em ziskouez
Nemetken dre c’hras disklêriadur ar « Guru »
Al lid-azeul a gemerez da blijadur ennañ, Aotrou
Eo ar gwir « arti »
A ! Aotrou, va ene a venn kavout da dreid lotuz
‘Vel ma venn ar wenanenn kavout chug ar bleuñv.
Noz ha deiz am eus sec’hed ouzhit Aotrou !
Teurvez reiñ da « Nanak » dourioù da c’hras
Hañval eo eus ar goukoug na ev nemet beradoù glav
Evit chom bepred e Peoc’h da Anv.

Diwar Ar Guru Nanak, « Pedenn ar c’hleuzeur », Indez.

Print Friendly, PDF & Email