Mintin

Ar stered a steuz hini da hini Kanañ ra ar c’higi N’eo ‘met tarzh-deiz. Ur skleur war ar run An traoù o ‘n em zieub’ eus an deñvalded Hag an hun Setu an eur ma tegemer an douar Eürus ha […]

Me a gan hiziv

Me a gan hiziv Dispi ur Bobl Na oar mui piv eo Pelec’h ez a Ha bevañ ‘ray ? Ur Bobl kollet ganti He Fersonelezh. Bountet war-zu ar menez. Hor c’hêriadennoù zo hon c’hlozioù D’ar Sul c’hwi a zeu Da […]

Ma kouezhan em zremenvan…

« Mon pays, c’est ma prière » (Va bro eo va fedenn) Charles le Quintrec Ma kouezhan em zremenvan grit teir gwech sin ar groaz war va zal gant olev sakr ar beorien aotreit bara war an hent d’am ene […]

Karantez

Pell ouzhin ar garantez divuzul, rak evel ma frailh ar fustoù gant ar gwin o virviñ, redek a ra ar garantez-se raktal d’an argoll. Degas din ar Garantez fresk ha glan evel ar glav a vennig an douar sec’hedik hag […]

Kanenn-bobl a Vro-Gambodj

I Treiñ a ran en-dro dit Te ‘n hini eo an Douar Ha me eo ar Poder Ha me eo ar Blanedenn Me eo an Tro-heol Tro-war-dro an Heol ! Me an Avel vras A dro en-dro d’ar Wezenn Ha […]

Kanenn Bobl a Vro Gambodj

— Dirazout. Va divrec’h, va douarn, va daeroù, va Boud a-bezh a gren. ‘Vel ma kren delioù an avalenned kanell hejet gant an avel. — An delioù avalenned-kanell ne grenont ket va muiañ-karet, skrijañ ‘reont dindan flourig an avel a […]

Kanaouenn-bobl a Vro-Gambodj

— M’ho ped arc’houereoù bihan Ha c’hwi ar re vras, m’ho ped Teurvezet eus lein ar menez Diskenn, da ‘n em laouenaat. Enaouiñ ‘ran ur gantol Hag he lakan war an aoter Hag e pedan an arc’houereoù da zont Da […]

Kalon artichaod

Lavaret he doe din am c’hare Met evit c’hoarzhin edo. Lavaret he doe din am heuilhfe betek penn-ahel an douar Met evit c’hoarzhin edo ivez Un deiz « Arc’hoazh e timezan Bez’ e vi va faotr-enor …Pinvidik eo-eñ. » N’he […]

Izabel

I Eus Plozeved da Gemper Nag an hent a zo koant A bep tu din zo gwez kaer Lintrus evel arc’hant Diamantoù ar selin O c’hoarzhin en heol vintin Eus Plozeved da Gemper A ! Nag un hent pegen koant […]

Itron Varia Vae

Marie. Mamm da Zoue, rentit din, mar plij, an Eeunded er vuhez pemdeziek, lemit diouzhin ar c’hemplegadurioù diret hag a zo o luziañ va Empenn. Roit din ar c’hras da vevañ ho Puhez kuzh unanet gant Jezuz, evel m’hoc’h eus […]