Gwelet ha klevet

War ar bajenn “Gwelet Anjela – Skeudennoù bev” ‘vez kavet teulfilmoù : meur a wech ‘oa bet filmet Anjela. Evel-just zo ul liamm etrezek video Andre Voisin, “Les Conteurs”, bet skignet gant an ORTF en 1971, hag en doa roet brud dezhi e Breizh hag e Bro-C’hall, ha teulfilmoù all ivez n’int ket ken brudet anezhe.

War ar bajenn-se zo liammoù ivez etrezek videoioù a ‘c’haller gwelet war ar web : kanerien ha kanerezed pe sonerien ha sonerezed a bep seurt a lâr pe a gan barzhonegoù Anjela.

 

Kalzig a boltriji a oa bet tennet deus Anjela. Brudet eo lod, nebeutoc’h anavezet eo lod all. A-zehoù, war bep pajenn deus al lec’hienn, e c’hallit gwelet anezhe, mesk-divesk. War ar bajenn “Gwelet Anjela – Poltriji” zo kinniget un dibab anezhe, un displegadenn stag ouzh pep hini anezhe. Tamm-ha-tamm e vo silet poltriji nevez e-mesk ar re zo kinniget c’hoazh.
Da c’hoût : ur bern tud a oa bet poltrejet asambles gant Anjela, a-hed ar bloavezhioù. N’int ket brudet an holl anezhe, ha kollet o anvioù war hent Traoñ-an-Dour. Ma anavefet hemañ pe honnezh a weler war ur poltred bennak, kasit keloù dimp !

 

 

 

“Klevet Anjela” : Anjela hec’h-un’, pe tud all, o lenn barzhonegoù gant ar varzhez. Choaz ar barzhoneg da glevet a c’haller ober gant roll ar barzhonegoù-se, renket dre urzh al lizherennaoueg, pe e c’haller choaz da glevet ul lenner·ez resis…

 

 

 

 

Print Friendly, PDF & Email