Deiziadoù a-bouez

Elfennoù buhez hag oberenn Anjela Duval (1905, ar C’houerc’had — 1981, Lannuon).

 


Bodet zo ivez kopiennoù un nebeud pennadoù-kazetennoù
(1971 da 1982) e-barzh ar pdf-mañ.


 

1905

Dont a reas Anjela Duval war an Douar, d’an 3 a viz Ebrel, da Lun ar C’hazimodo e Traoñ-an-Dour.

 

1912

Savet ‘voe un ti nevez e Traoñ-an-Dour.

 Traoñ-an-Dour, ti Anjela Duval

1913-1917

Mont a reas Anjela d’ar skol.

 

1924-1926

Daremprediñ a reas Anjela ur merdead yaouank.

 

1941

Mont a reas he zad, Erwan Dualen, da Anaon d’ar 4 a viz Ebrel.

 Tad Anjela Duval

Mont a reas Anjela hag he mamm e pirc’hirinded da Sant-Erwan Landreger e dibenn miz Gouere.

 Anjela Duval yaouank

1951

Mont a reas he mamm, Frañsoazig Olier, da Anaon, d’an 8 a viz Eost.

 Mamm Anjela Duval

1951-1960

Marevezh trist ha glac’harus.

 

 

 

1958

Tremen a reas an aotrou Dubourg e Traoñ-an-Dour.

 

1960

Kentañ barzhoneg skrivet e brezhoneg, d’ar 25 a viz Kerzu.

 

1961

Kentañ lizher skrivet e brezhoneg, kaset da Ivona Martin d’an 20 a viz Gouere.

Anjela Duval

Resev a reas digant Ivona Martin tost an holl levrioù ha kelaouennoù bet embannet abaoe tregont vloaz gant Gwalarn hag Al Liamm (d’an 23 a viz Gwengolo ha d’ar 4 a viz Here).

 

1962

Kentañ barzhoneg embannet, e miz C’hwevrer, war Ar Bed Keltiek.

Marsel Klerg – 1965 e KEAV foto Gireg Konan

Dont a reas an aotrou Klerg da gavet Anjela evit ar wech kentañ, en diskaramzer.

 

Anjela Duval – Ivona Martin

 

1963

Dont a reas Ivona Martin da gavet Anjela evit ar wech kentañ, d’an 19 a viz Mae.

Anjela Duval – Les Conteurs – INA – 1971

1971

Abadenn skinwel André Voisin,  « Le  Trégor en deux visages »,  heuliad abadennoù « Les Conteurs », skignet d’an 28 a viz Kerzu.

1973

Kan an Douar, he levr kentañ, a voe embannet gant Al Liamm.

 

Hiboud al Leger.

 

Niverenn ispisial eus Hor Yezh.

 

Priz Yann-Ber Kalloc’h.

Anjela Duval e toull an nor

1975

Adskignet abadenn skinwel André Voisin.

 

1978

Adembannet Kan an Douar.

 

1979

Priz Per Trepos evit Leve ar paour.

1981 Interramant Anjela

1981

Mont a reas Anjela da Anaon, d’ar 7 a viz Du, en ospital Lannuon.

Golo Tad-kozh Roperz-Huon

1982

Tad-kozh Roperz-Huon

Golo Traoñ an Dour

Traoñ an Dour

 

1986

Me, Anjela

Golo Stourm a ran war bep tachenn

1998

Stourm a ran war bep tachenn

Oberenn glok Anjela Duval

2000

Anjela Duval — Oberenn glok

 

2001

Lec’hienn internet gouestlet da Anjela Duval : www.breizh.net/anjela

2003

Quatre Poires, dastumad barzhonegoù troet gant Paol Keineg.

 

2005

Kantvet deiz-ha-bloaz ganedigezh Anjela Duval hag adembannadur hec’h oberenn glok.

 

Print Friendly, PDF & Email