Ar beure kentañ

I Va dousig koant poent eo sevel Setu an deiz en em gavet ‘Us d’ar maez an Heol zo uhel ‘Barzh ar beure alaouret Teir gwech ar c’hilhog a-bouez-penn ‘Deus kanet an dihuniñ. Digor da sell d’ar sklêrijenn Mousc’hoarzh eürus […]

An Oaled paour

— En santout a ran ! Hep ar spered a baourentez, hor buhez ne vije ket bet anezhi, hor bezoud priedel a vije marv. Ar spered a baourentez zo evel al laezh a roi d’az mibien. — A betra e […]

An hent kozh

I Bez’ ez eus e-kichen du-mañ Un hent amzerioù tremenet Ha gant an dud ankounac’haet Un hent kozh don ha sioul kenañ Hanter mogeriet gant an drez Kazi toennet gant ar gwez Bez’ ez eus e-kichen du-mañ Un hent kozh […]

An douar ponner

Ponner eo an douar : bouilhenn ar geunioù gant he genoù gwak ‘deus sachet meur a gorf en he c’hof glañch, ha mailh an douar labour. Ponner eo ar vein. Ha pouez an Tiez a vrev meur a Ene. Framm […]

Yaouankizoù va Bro

Yaouankizoù va Bro ganeoc’h ‘vin debret-holl Va sev c’hwi ‘beursuno netra n’ez ay da goll Padal n’ez eus ouzhin Nemet ur goudask onn Savet en douar krin Liorzhour ebet n’en deus va benet Temz all n’em eus bet nemet erc’h […]

Yaouankizoù

E pep hini ‘z eus kened E pep hini promesa. Liorzh-veur he mil bleuñv Disheñvel a liv a furm a frond. Enno holl zo koantiri E lod zo pareañs E lod zo kontamm. Gwerc’hizi fur ha gwerc’hizi foll Gwazed kadarn […]

Ur c’han a garantez

Avel ar Reter a guntuilh strakadeg an eskern, ar peultrinoù a zichek. Dreist ar jahin ha yud ar blasfemoù E tarzh ur c’han a garantez Iliz ar sioulañs daoulinet a bed : « Tad pardonet dezho ! » An Aotrou […]

Trugarez Aotrou

Trugarez Aotrou evit an holl c’hrasoù degemeret ganin eus ho perzh e-pad ar bloaz 79-mañ a zo o vont d’ar Beurbadelezh. Distaolit din va mankoù en ho keñver hag e-keñver va nesañ ha roit din grasoù a-leizh evit ar bloaz […]

Trugarez

Trugarez ha Bennozh Deoc’h a lâran va C’hrouer Evit grasoù ar bloaz 80 Ho pediñ a ran Aotrou D’ober ur sell a druez ouzhin Roet din m’ho ped muioc’h a nerzh Muioc’h a yec’hed, a gorf hag a spered Roet […]

Troennet ha kildroennet

Troennet ha kildroennet E faltazi ar gorventenn Hadennig askol o pourmen en ebr Adplanedennig stag he flanedenn Ouzh he meni harzlamm ’vit un treizh turmudek Kouezhet en diwezh en douar-maņ krin Pell out bet oc’h eginaņ Ha gorrek out savet […]