Troennet ha kildroennet

Troennet ha kildroennet
E faltazi ar gorventenn
Hadennig askol o pourmen en ebr
Adplanedennig stag he flanedenn
Ouzh he meni harzlamm ’vit un treizh turmudek
Kouezhet en diwezh en douar-maņ krin
Pell out bet oc’h eginaņ
Ha gorrek out savet a-douez ar vein ruilh
E brizhheol ar spern du ar brug hag ar brulu
Mac’het ha flastret out bet gant tropelloų marnaoniet
En desped d’az mil draen,
Padal gant poanial ha termal
Ha marteze pediņ, piv ’oar ?
Ma ! sed te deut a-benn
Da sevel uhel da benn
Ha da vleuniaņ ’velkent
’Vel nep rummad da ouenn

Print Friendly, PDF & Email