Yaouankizoù

E pep hini ‘z eus kened
E pep hini promesa.
Liorzh-veur he mil bleuñv
Disheñvel a liv a furm a frond.
Enno holl zo koantiri
E lod zo pareañs
E lod zo kontamm.
Gwerc’hizi fur ha gwerc’hizi foll
Gwazed kadarn ha gwazed laosk
Reoù a gar ar Peoc’h
Reoù a gar an Trouz
Reoù a labour
Reoù a gousk
Reoù a gan evel eostiged
Reoù a vallozh evel diaouled
Reoù a ya d’ar park da c’hounit o bara
Reoù a ya d’an davarn da lonkañ o feadra
Reoù a daoulin dirak ar Mestr
Reoù a daoulin dirak an Arc’hant
Reoù a ya davet ar Paour
War o dremm ur bann-heol a joa
Reoù a sell outañ gant dispriz
Reoù a bok d’an douar
War vez hon harozed
Reoù a bok d’ur goantenn
E korn teñval ur sal-dañs
Reoù a gar yezh o Bro
Reoù a gar yezh mac’homerien o Bro.

Print Friendly, PDF & Email