Bro-Indez ! pe Bro-Vreizh ?

— O Tad ! Ra zihuno va Bro Hec’h Ene dieubet a bep doan Uhel he fenn. E Frankiz an anaoudegezh Hag en ur Bed ne vo ket bet strishaet Gant kaelioù ar Vuhez danvezel Ur Bed m’eo ennañ ar […]

Bevañ

Bevañ E kevrin ur c’hloastr Eus ur Barzhoneg E vogerioù gwenn Zo bevañ dreist An diouer a Glod Ha pouez ar Baourentez Diwar Gérard Le Gouic.

Barzhoneg evit ur vamm

Kinniget gant doujañs hag anaoudegezh da Roparz Hemon hanter-kant vloaz zo war ar stern evel ur marc’h-labour difaezhus. Yec’hed ha buhez hir dezhañ digant Doue evit brasañ mad hon bro Breizh. « Mamm ! En abardaez-mañ o tistreiñ d’ar gêriadenn em […]

Barzhoneg eus Bro-Indez

— Mervel ‘ran, met en ur vervel e kounaan ac’hanout Levenez va ene, karantez dous nemeti. Mervel a ran, met soñj am eus eus joa va c’hentañ trivliad Dirak da zremm ken kaer trolinennet heneuz ha glan. Soñj am eus […]

Barzhoneg eus Bro-Bers

Atravet noz ha deiz da brederiañ war va flanedenn N’ouzon a-belec’h e teuan, na da belec’h ez an. Evit perak va Bezout ? Evit petore harlu ? Met nann, me ‘oar, eus krec’h on deut Ha di e tlean distreiñ. […]

Aspedenn ar wezenn

Diwar ur skritell c’hallek embannet gant maerdi Bourgneuf-en-Retz (44) Den. Me zo tommder da oaled en nozioù yen ar goañv ; dit e roan va disheol frealzus pa suilh an Heol e-kreiz an Hañv. Me zo framm da di, planken […]

Ar vuhez ?

Ar barzhoneg-mañ zo bet skrivet gant ar Spagnolad Marcos Ana, 43 bloaz, bet toullbac’het e-pad 23 bloaz. D’an 22vet bloaz e prizon Burgos. Livirit din penaos eo graet ur wezenn Livirit din penaos e kan ar stêr Pa vez goloet […]

Ar vaouez kenedus

He gened ‘oa par da hini an Doueez To’nga He dargreiz ‘oa moan evel kef un abrikezenn ha gwenn evel an Erc’h. He dremm en doa stumm kenedus al Loar. He muzelloù damzigor frondus ‘vel deil ur vleuñvenn d’ar mintin. […]

Ar Preñv hag ar Valafenn

En noz-mañ ‘m eus klevet em levraoueg Ur preñv-paper o komz d’ur valafenn-noz : En em silet on etre pajennoù Avicenna Gwelet kalz eus dornskrid Farabi Met n’em eus ket meizet c’hoazh prederouriezh ar Vuhez. Chom ‘ran bepred er memes […]

Ar fouet

1 Me ‘m eus ur mignon karet Ur mignon leal ha fur Ganin-me eo bet krouet ‘Vit va unan plijadur. Fiziañs bras am eus ennañ Perak ‘ta n’am befe ket ? Ne vin ket gwerzhet gantañ Rak va mignon eo […]