Trugarez

Trugarez ha Bennozh
Deoc’h a lâran va C’hrouer
Evit grasoù ar bloaz 80
Ho pediñ a ran Aotrou
D’ober ur sell a druez ouzhin
Roet din m’ho ped muioc’h a nerzh
Muioc’h a yec’hed, a gorf hag a spered
Roet din pasianted da c’houzañv
Hag esperañs en dazont
Dazont va Bro, va lignez
Dazont yaouankiz Breizh
Kollet gante an Tramontane
Parit dirak o daoulagad
Steredenn ar Feiz, ar spi
Ar garantez wirion.
Na sellit ket re bizh ouzh pec’hed
Ar Bed, na pec’hed pep hini
Gouzout a rit eo gwan an den
Hag eñ o soñjal eo kreñv
Ha barrek d’ober e Hent
Hep ho skoazell. Siwazh
Adalek ma tiskrogit eus e zorn (?)
Emañ o teukañ, o kouezhañ
O ‘n em labezañ. Krist
Na zilezit ket an Den C’hwi
Oc’h eus roet ho puhez
Evit hen daspren
Amen

Print Friendly, PDF & Email