Tri bir

Tri bir sanket din em c’halon Tri daol glaz krenus o dasson. Falc’h an Ankou zo gwall lemm. Daeroù ‘redas war va dremm. Ha va spered da veajiñ. E gwenodenn an Tremened. Tri marv zo din kemennet Tri Breizhad

Tourni an tempest dirollet

Tourni an tempest dirollet Trouz ar flamm er siminal Trouz ar glav o foetaņ ’r prenestr Noz goaņv miz Genver Klevout eur hag hantereur Hep gallout hun na repoz. Soņjoų marsoņjoų em empenn o vreskenn Eus donder an amzer o […]

Te, an hini gozh

Roufennet out evel un aval kozh kouezhet En dije gwelet an Heol pevar-ugent hañvezh An hini gozh atav ‘vel-se a vez anvet. Met e don da galon e skin ar garantez ‘Vel pevar-ugent nevez-hañv eo glas da zaoulagad. Da zeskiñ […]

Tan

O Tan va breur me ‘gan dit ur c’han a drec’h. Te ‘zo skeudenn ruz ha gwelevus ar frankiz spontus. Da zivrec’h a sko trema ‘neñv ha gant da vizied her eo flouriket kerdin an Telennoù. Meurdezus eo sonerezh da […]

Tamalloù an Heol

— A ! Eme an Heol Petra zo c’hoarvezet Gant Douariz Abaoe pevar miz Zo astennet ‘us d’o boull Ur vantell a gañv ? — Plijus ‘oa d’am lagad Arlivioù marzhus ar mizioù-mañ Pa droe pep delienn war var mervel […]

Style médiéval

Gouel Berc’hed (1-2) Hanter ar plouz, hanter ‘n ed Un areval poazh hag un’ malet Hag an hanter brasañ War ho solier, mar gallet. Ya. Tremen hanter ar plouz e kalz a blasoù, hanter ar foenn ivez. Eus Arevalioù ne […]

Stourm

Deiz pardon Gwengamp Pardon Itron Varia ‘Wir Sikour Ne welin mui da selloù don Leun a gevrin, leun a aters ha leun a drugarez. Ne glevin mui da vouezh (Stourm ?) Nemet em huñvre hurlink, Da chalpadennoù laouen Pa gomzen […]

Setu perak

Setu perak out ken seder Ha ken hegarat em c’heñver Bleuñvenn vunut an nevez-hañv Setu perak out ken seder O vousc’hoarzhin pa dremenan Miret eo ar c’hleuzioù du-mañ Setu perak out ken seder Ha ken hegarat em c’heñver.

Sent Breizh

Bennozh Doue deoc’h Sent Breizh Da vout heñchet bet’ va zi paour Beleien enorus, Stourmerien difaezhus N’emaon ket din eus seurt Enor Padal laouenaet eo bet va c’halon Komzet hon eus kalz eus ar minorelezhioù Eus stourm ar Gelted ‘enep […]

Rozenn

Rozenn wenn a gellidas E kalon ar mizioù du Rozenn wenn a wriziennas Regezenn el ludu Rozenn wenn a zigloras P’edo ‘n hañv war echu