Poan ha dudi

Tomm-berv eo an heol. Tomm-gor an douar. ‘Hed eurioù hag eurioù daoubleget War labourioù tenn ; prest on da fatañ, Talmoù va c’halon a voud em divskouarn Trellet, boudinellet, mezevellet. Ret-mat eo din ehanañ pe kouezhañ… ‘N em stlejañ ‘ran […]

Plogoff

Ni ‘n em ganno gant mein. (Jili Servat) ‘N em gannañ ‘reont gant mein ‘N em gannañ ‘reont gant teil ‘N em gannañ gant dour hañvoez ‘N em gannañ gant lastez. Skoilhañ an hentoù gant gwez. Gant kelanoù kirri-tan. Teurel […]

Piv zo ganet ?

Piv zo ganet ? Hag e pe Lez ? Priñs pe briñsez ? ‘Mañ holl gleier ar vro-mañ En aezhenn flour o vrallañ Ur bole sioul a Levenez — Kleier mut ar bisoù-kelvez — ‘Hed ar c’hleuzioù, ‘hed ar girzhier […]

Piv ?

M’am befe bet mibien Am befe o armet Am befe graet anezho marc’heien Marc’heien an douar O armet am bije Gant va armoù din-me An armoù-se am eus stourmet ganto Va Buhez-pad… Stourmet ouzh an drez Stourmet ouzh ar spern-du […]

Pirc’hirinded

Kantren a ran en deizioù-mañ Dre lec’hioù brudetañ zo Tro-dro ar mor Kreizdouarel. Gwelout a ran savadurioù kozh-Noe Dremmwelioù kaer-meurdezus. Plant ha Bleunioù istrovanel. Hentoù. Gourliorzhoù bet darempredet Milvloavezhioù zo gant Gourion Klodus Impalaered. Rouanezed. Brezelourien. Douaroù ha ma vefent […]

Pirc’hirinded

Deiz kentañ ‘Veurzh — unnek vloaz zo — E ran gant doujañs bep bloaz Va firc’hirinded da gorn ar blasenn. Ur vunutenn sioul : amzer ur Bater E memor ouzhit, keneil Falc’het trumm en andred-mañ. … En andred-mañ ? Kollet […]

Pikernioù Denelezh ?

… Ur minic’hi ! Ne veizan ket, emezi. — Ar blaenenn barr-leun a drevadoł Ha meizout ‘ra noazhder an Alpoł ? Sonnet pep buhez warno Peurbad o goañv garo ? — Ha meizout ‘ra ar wezeg c’hlas Beuzet e sonerezh […]

Pevar Danvez-Den

Rimastell evit bugale D’ar pevar danvez-den : Flidrig, Fulup, Yannig ha Padraig C. I Me ‘anavez pevar mailh O ! Pevar baotrig seder ! A gar redek diskramailh Dindan ar pevar amzer. Lammat ‘reont er poulloù Kargañ ‘reont o botoù […]

Petrol an Diaoul

Aon bras ‘m eus Eus ho mallozh Laboused drouklazhet Pesked ha kregin mouget Bezhin ha felu kontammet Gant petrol an diaoul Diaoul an Arc’hant Arc’hant ar Grokanted Krokanted hor C’hantved Kantved ar Spont Spont an Apokalips. Laboused ha pesked Kregin […]

Petra ’dalv’ ?

— Ha petra dalv’ dit, va breur sevel kent gouloł-deiz da glevout an oferenn vintin ma chomez goude da straniñ, da evañ ha da zispenn da nesañ ? — Petra dalv’ dit, va breur ober profoł brokus d’an oberoł-mat ma […]