Plogoff

Ni ‘n em ganno gant mein.
(Jili Servat)
‘N em gannañ ‘reont gant mein
‘N em gannañ ‘reont gant teil
‘N em gannañ gant dour hañvoez
‘N em gannañ gant lastez.
Skoilhañ an hentoù gant gwez.
Gant kelanoù kirri-tan.
Teurel paperachoù ofisiel en Tantadoù
Ha kanañ pouilh d’ar bolised…
— Respontet ‘vez dezho gant armoù, ha moged mougus
Kaset hep damant d’an toull-bac’h.
Barnet didruez. Barnet an digablus
War c’hourc’hemenn an Torfedour…
— Ha kousket int holl ? Sent kozh hor Bro ?
— Diskennit ‘ta diwar ho tron.
Savit ‘ta eus ho Pez : Nevenoe hag Arzhur !
Bannit en aer ho kleze dir
Sellit petra ‘vez graet d’ho Tir !
Sellit penaos ‘vez graet d’ho Pobl
Gwa ni ! Hepdoc’h ne vimp ket trec’h.

9 a viz Meurzh 1980

Print Friendly, PDF & Email