Pevar Danvez-Den

Rimastell evit bugale
D’ar pevar danvez-den : Flidrig, Fulup, Yannig ha Padraig C.

I
Me ‘anavez pevar mailh
O ! Pevar baotrig seder !
A gar redek diskramailh
Dindan ar pevar amzer.
Lammat ‘reont er poulloù
Kargañ ‘reont o botoù
Krapat ‘reont ‘beg ar gwez
O ! N’eus ket ar seurt gante !
II
Da ‘n em lardañ, n’int ket fall
Aze ‘mañ o flijadur,
Trec’h int d’an holl baotred all,
Pell emaint eus bezañ fur.
Ha pa zistroont d’ar gêr
Roget holl o brageier
O rochedoù en pilhoù
Hep na boned na botoù.
III
O zad a lâr evel-henn :
Petra ‘m eus graet da Zoue ?
Pa ro din ‘vit pinijenn
Pevar diaoul evel-se !…
Met o mamm a lâr bemnoz
D’an Aotrou Doue : Bennozh !
‘Vit ar pevar diaoul-se,
Leun a nerzh hag a vuhez !

20 a viz Du 1964

Print Friendly, PDF & Email