Rosa canina

War benn ar c’hleuz, ‘us d’an toull-karr Ez eus ur blantennig dispar. Bemdez ‘tremenan ‘rez dezhi. Ha bemdez ‘ran ur sell outi : Ned eo nemet ur Rozenn-gi… Un drezenn-amgroaz en he bleuñv E-touez ar spern, war lein ar c’hleuz. […]

Roñfled

Marvailhoù hon hendadoù a gomze eus roñfled : Roñfled euzhus, debrerion tud. An istor a gomz eus gouennadoù gouezidi e goueled Ar C’hoadoù-meur : debrerion tud. Un euzh hag un heug soñjal. Bez’ ez eus koulskoude en hor meskoù, tost […]

Roc’h Tredudon

O.R.T. Feu ! Pobl va Bro. Tudigoù paour Hag aet ‘vefec’h ‘n hoc’h eil bugaleaj ? Pe morse n’emaoc’h ‘n em ziliammet Eus ho kentañ mailhuroù ? P’ho klevan holl o youc’hal Evel ur babig o kounnariñ Pa vez lemet […]

Rev gwenn

Petra, Aelez zo bet amañ ? ‘Stignañ o c’houez da sec’hañ, Pe boudiged zo c’hoazh er vro ? N’eus ‘met dantelezh tro-war-dro ! Na koant eo ar gwez ! Pegen koant ! Poultrennet gant uloc’h argant. ‘N deus ket kredet […]

Pupli

Testeni va aberzh d’an Douar a garan Siell va c’harantez d’ar Vro zo va Hini Em yaouankiz tenerañ Va c’halon leun a spi War c’hlann ur wazhig seder He dour boull o hiboud Am boa plantet bod ha bod An […]

Prosesion Noz

… Noz kuñv. Miz Mae. Arlivioù amzivin E skleur abaf al Loargann. Sorennet an Douar ‘N e ballenn klouar. Moredet ar gwez ‘N o mantell nevez. Divi gant kanoù karantez Al laboused a hun. Ha me ‘hunvre Ha me ‘rambre […]

Prizonidi

I.R.A. A.R.B. : Ira hag Arbe Am eus o anvet. Er solier am eus o c’huzhet Hag o magañ rekis E kuzh eus ar chas Va frizonidi bihan… O ! Ne reont ket a viloù Betek-henn. Setu o c’hoarioù : […]

Preder

Va-unan ! — ‘vel bemnoz — sioul an ti. Va-unan gant pouez va soñjoù Va soñjoù o klask ur c’han da c’horreiñ Ha da vleuniañ. Preder… Selaou ‘ran. Klevout ‘ran : Mouezh an tan : va c’henseurt bemnoz. Ha n’on […]

Pourmenadenn Gwernachanae

D’an arzour yaouank Peir Simona. Div eur. Dour-bil. Ne zeuint ket. Ma ! Gwell a se ! Re drist eo dremm va bro dindan ar glav Hentoù kailharet. Gwez noazh o ouelañ dourek War doufleziadoù drez ha lastez. Louet an […]

Porno ? ! ?

Bez’ zo kailhar ha kailhar. Bez’ zo kailhar eo gouest an dour da walc’hiñ Bez’ zo kailhar eo a-boan d’an tan en ober Kailhar pusun ur skritur War ur bajenn hollc’hlan. Glaour ha lin brein War ur follenn hollwenn. War […]