Perak ne rafen ket ?

1 Mar deus ul loen ganin karet Sur eo « Sibel » va c’hazeg War he c’hein ‘vel ur marc’heg Gant joa me ‘rafe tro ar Bed Perak ne rafen ket ? 2 Kouezhet eus e neizh ‘m eus kavet […]

Perak ?

Damant ebet n’o deus da gaout Ar re-se a vale war bavezioù kêr. Damant ebet da lazhañ na da c’hloazañ Boudoùigoù bev fiñvus pe difiñv. A ! Na damant am bez-me, da bep kammed Damant da flastrañ, da frukañ A-hed […]

Penn-kalet ?

Kalet va fenn ? Naren ! Re wak atav va c’hlopenn Da warez’ va empenn Treuzet-didreuzet bemdez Ken didruez Gant mil bir ha mil draen Ken lemm — a Krist — ha spern ho Kurunenn Mae 1968 E galleg

Peizanted Breizh !

Selaouit… Ur c’han a c’hlac’har A ganan hiziv c’hoazh : Digalonegezh ur Bobl Na oar mui piv eo. Da belec’h emañ o vont. Ha gallout ‘ra esperout Bevañ bepred evel Pobl ? P’emeur o laerezh diganti He Fersonelezh. Hec’h Enor. […]

Pegen plijus !

Divizout e Yezh ar Vretoned ! A ! Bout gouest da gomz gant pep hini Diwar-benn pep tra Gant gerioù kozh ha gerioù nevez Holl tarzhet eus Ijin ar Ouenn Ar gerioù kozh-se rimiet ha flouret Ha dalc’het divergl Tremenet […]

Pedennig

Eus an dud vak am diwallit Aotrou ! Nemet ha kontañ a rit din evel pinijenn An holl re-se a zegasit war va choug Hag a bonnera kement pouez an deiz ? … Marteze avat e veizan : n’eo ket […]

Pedenn

… Aotrou ! Lavar hepken ur ger ha me ‘vo pare Rak n’on ket din e teufes tre em zi… Zoken m’az kwelfen o tremen Ne gredfen ket deredek d’ez saludin Ne gredfen ket zoken stokañ va biz ouzh freñj […]

Pedenn evit ur Bloaz nevez

An 72vet Doue ! Tad an Hollved Ha Tad an holl Voudoù Spered ha materi. Hiziv selaouit m’ho ped An disterañ eus ho Pugale A gan deoc’h e don he c’halon He Levenez da vout bev bepred… Dirazoc’h ‘vel ur […]

Pedenn evit ar Peoc’h

… Aotrou ! Ra ziskenno ar Peoc’h War ar Bed a c’houzañv Ar Bed klañv. Ar Bed mac’het Ar Bed gwasket gant enkrez Ar Bed a c’houzañv riv A c’houzañv naon. Ha sec’hed Ha poan gorf ha poan spered Bed […]

Pedenn da santez Anna

Santez Anna vinniget Mamm-gozh ar C’hrist-Roue Santez Anna ken doujet Gant an holl Vretoned Gwarantit ho Pugale A laka en arvar O Frankiz hag o Buhez ‘Vit difenn o douar O c’hultur hag o Feiz Anna Patronez Breizh ! Hiziv […]