Petrol an Diaoul

Aon bras ‘m eus
Eus ho mallozh
Laboused drouklazhet
Pesked ha kregin mouget
Bezhin ha felu kontammet
Gant petrol an diaoul
Diaoul an Arc’hant
Arc’hant ar Grokanted
Krokanted hor C’hantved
Kantved ar Spont
Spont an Apokalips.
Laboused ha pesked
Kregin drouklazhet
Traezhennoù kailharet
Aon bras ‘m eus evit an dud
An dud-se kiriek eus an torfed
An dud-se o deus graet
Un « doue » eus ar petrol
A zo en em c’hraet
Sujidi d’ar petrol
Ar petrol-se a gas en-dro
Pep tra en ti. Pep tra er-maez.
Ar petrol-se a zegasas
Sklêrijenn d’al lagad
Ha Teñvalded d’an Ene
Nerzh d’an armerzh
Ha gwanded d’an nerzh-kalon
Aon ‘m eus evit an dud-se
C’hoantek ha diboell
Didruez ha dirastell
Laboused glan ha divlam
Kregin ha pesked dinoaz
Plantennoù ha loeniganed
Annezidi an dour-sall
Aon ‘m eus eus ho mallozh
War ho trouklazherien
Pouezañ ‘ray war o askre
Pouez divent ho kelanoù.

27 a viz Meurzh 1978

Print Friendly, PDF & Email