Roñfled

Marvailhoù hon hendadoù a gomze eus roñfled :
Roñfled euzhus, debrerion tud.
An istor a gomz eus gouennadoù gouezidi e goueled
Ar C’hoadoù-meur : debrerion tud.
Un euzh hag un heug soñjal.
Bez’ ez eus koulskoude en hor meskoù, tost dimp
Tud o tebriñ tud. E-bev, ya, roñfled
O sunañ o gwad betek an diwezhañ berad.
— N’eo ket gwir zo en hon zouez tud ken
kriz, ken digalon ; nemet diskianted e vijent.
— Nann ! tud dall ! O ! Lemm avat o lagad, met
dall o spered, pe gentoc’h o c’halon.
Ne welont ket poan-bevañ o nesañ
Ha tagañ ha kribat ha krignat ha peilhat
A reont anezhañ betek e wenneg diwezhañ.
Ha te, labour mar kerez, noz-deiz, hep ehan
Evel ur marc’h-samm. Washoc’h.
Sul, gouel, pemdez hep ehan,
Ehan all ebet nemet er vered.
Int avat a valeo, a rodeo, a yelo gant an
tanfoeltr en o c’harr-tan du-mañ, du-hont,
war-lerc’h o flijadur : ar roñfled.
Ha te, paour-kaezh… Diwall da ‘n em gaout
war o hent gant da gozh karrigell pe
da gazeg kozh…
Diwall ! Pe ‘vi friket ‘vel ur vi, ‘vel ur
c’habell-touseg !
Arsa, gwelout a-walc’h a rez eo an hent
a-bezh dezho…
Gant un tamm chañs, evelkent, e c’hellfes
tremen gant un toullad kunujennoù.
E galleg evel-just. Honnezh zo ur yezh
seven.

Mae 1964

E galleg

Print Friendly, PDF & Email