Rev gwenn

Petra, Aelez zo bet amañ ?
‘Stignañ o c’houez da sec’hañ,
Pe boudiged zo c’hoazh er vro ?
N’eus ‘met dantelezh tro-war-dro !
Na koant eo ar gwez ! Pegen koant !
Poultrennet gant uloc’h argant.
‘N deus ket kredet an Heol sevel
Gant damant teuziñ ar riell
Gant doan terriñ ar strobinell…
Pad’ ‘ray an deiz-pad ar revenn :
Hunvre dantelezh argant gwenn.

23 a viz Genver 1964

Print Friendly, PDF & Email