Santez Mari

Santez Mari Mamm Doue, Mirit din ur galon bugel, Glan ha boull evel ur stivell, Ur galon eeun ha reizh Na dañvao morse an dristidigezh. Ur galon emroüs, Tener ha trugarezus, Ur galon feal ha brokus N’ankouazho ket ar mad, […]

Santad bugel

Ar garantez-se ‘vit ar gwez ? Abaoe va oad tenerañ Ma flouren o fluskenn Gant va dornig babig Ma pegen outo va skouarn Da selaou sarac’h o deil Boubou o skourroù o weañ en avel foll Ha strak o briñsoù […]

Sant Jozef Nazared

Sant Jozef Pried Mari Tad mager da Jezuz. Patron ar Marv mat Patron ar Gilvizien Tremenet hoc’h eus ho Puhez E-touez ar plenk, hag ar skolpad M’o dastume ar Bugel d’enaouiñ an Tan Stouet war ho Pank amenuzer O vaniañ […]

Salud va Bro !

Da Y.-B. Piriou, d’e bried ha d’e verc’hig I Pell amzer am eus bevet Pell-bras ouzhit va Bro ‘Lies ‘m eus huanadet War-lerc’h Eur an Distro Rak va c’halon ‘oa chomet Ken stag ouzhit va Breizh ! Hiziv ‘m eus […]

Sahara ?

P’eo razhet ar c’hleuzioù Pa ne gan mui labous ! Evel un daolenn fin ar Bed Ar blaenenn arblaen en dremmwel Forzh kelanoù ramzel O izili a-strew, o sev o tiverañ : Ar gwez meur dibennet (O drouklazh an Inosanted […]

Roz-Kamm !

Pet anv eta ‘vez roet deoc’h ? Hag e pet Bro e vleugnit-hu ? Perak an holl zo sot ganeoc’h ? Tud vras, bugale a bep tu A red d’ho kuntuilh er maezioù Brienn ar stêr, ar brouskoadoù. Hervez faltazi […]

Rozenn ar stourm

25vet deiz-ha-bloaz marv va mamm Fenoz deiz-ha-bloaz da varv Ar bempvet warn-ugent ! A, va mammig karet. Karet atav Kement en Tu-hont ‘vel ‘oas en Tu-mañ Dreist ar Bez. Dreist an amzer Er Peurbad. Un Eur c’hoazh. Un Eur goude […]

Rozenn ar Reter

Da Eva ha Marsel I Me am eus choazet ur Fleurenn Du-hont e Bro ar menezioù Ur Werc’hezig koant blev melen Ha dous ha sklaer he lagadoù. He zal hag he gouzoug ken gwenn He jodoù roz ‘vel div rozenn […]

Roz ar Goañv

E blevad arem-aour An halegenn — Blevad hir, blevad dir — lufret a frim Rozennoù espar Rozennoù du o daredoù aour Dornadoù plu : Moualc’hi houpet Marnaoniet O spiañ al leurenn Gant o selloù jed E spi ur c’hreunenn. Froum […]

Rouanez an Erc’h

Evel bep bloaz mammig — Gant doujañs ha tenerded — E lakan dirak da skeudenn Ar boked hengounel-mañ. Hiziv ugent ha pevar bloaz ‘Oa ur boked peuzheñvel Test eus al lid-meur Pa oa degaset dit bara an Hent An Absolvenn-veur […]