Pupli

Testeni va aberzh d’an Douar a garan
Siell va c’harantez d’ar Vro zo va Hini
Em yaouankiz tenerañ
Va c’halon leun a spi
War c’hlann ur wazhig seder
He dour boull o hiboud
Am boa plantet bod ha bod
An danvez gwez pupli
Gant feiz, doujañs ha preder
… Burzhud ar vuhez
An Heol hag an Dour
C’hwezhañ ‘reas ar broñsoù
War o ruskenn flour
Ar sev o sevel sioulik
Eus ar gwrizioù bihan nevez
Glazañ ‘reas prim ar bodoù
An danvez gwez-pupli

[1977]

Print Friendly, PDF & Email