Traoù hegasus

— Unan bennak a sko war ho tor hanter digor. Respont a rit : Deuit tre. Bez ‘ez eo dres an hini m’edoc’h o komz diwar e benn, falloc’h eget matoc’h. Na pegen kasaus ! — Degouezhout a ra ur […]

Traoù frealzus

— Bez’ hoc’h eus poan-spered en deizoù-mañ ken ma oc’h klañv. Mont a rit bepred d’ho labour a gavit poaniusoc’h eget biskoazh… Distro da greisteiz e kavit war gorn an daol ul lizher digant ho kwellañ mignonez. O frealz : […]

Traoù bourrus

— Gant un devezh tomm-grizias, e-kreiz an hañv, mont da gannañ d’ur poull-dour sklaer en disheol ur vodenn haleg. — Pa stlak ar grizilh war gwer ar prenestr. Pa c’hwezh an avel yud er siminal : Bezañ dirak un tantad […]

Tonkadur

D’am c’henderv Batist L… Kavet gantañ e varv O vleniañ e garr-tan Doue d’e bardono ! A-vihanik ‘oa bet techet d’an darvoud. E donkadur ‘oa mervel dre zarvoud. Emañ astennet divuhez ‘n e chapel, Laouen e zremm, evel boaz, Kousket […]

Tizh

‘N em renkomp kozhidi War lezenn an hent Ha sellomp o tremen Karavanoù ‘r yaouankiz. Petra ‘vern dimp-ni an tizh ? N’omp mui diouzh ar c’hiz N’hellomp mui heuilh o c’hirri — Nag o menozioù — — It ‘ta follidi, […]

Ti-Voujeret !

Divergont-bras int deut D’anneziñ o c’hazarn nevez — E Ti-Voujeret… Dineol (din an heol) Ha da lakat bleunioù Dirak monumant soudarded ar barrez Soudarded Breizh marvet ‘vit Bro-C’hall — Lazhet ganti… — — Ha te Yann-Kael ? — Piv hiziv […]

Tilh (Oulm du)

Trizek tilhenn stank-ha-stank Stok-ha-stok war ar c’hleuz kras Sonn o fenn en oabl glas D’an amzer m’edon yaouank Int ‘oa dija bras Trizek tilhenn en ur blokad Boked glas-du Divent, ramzel War an dremmwel. An tilh-mañ n’int ket va zra […]

Teñvalded

Na loar na steredenn Met koumoul liv-ludu Riv am eus en noz du Gervel ‘ran va steredenn ‘Vel un den en harlu — En e Ene trefu — O ouelañ d’e Vamm-Vro, Peur e teuio va steredenn en-dro ? Du […]

Telenn Marzhin

Da Gwihen Steven A ! barzh ! Tav, gant ar vezh Ha stlap da Delenn en drez Pa n’ouzout tennañ diouti Nemet bididingoù boestoù merglet Istribilhet a-druilhad Da spontañ laboused … Ya, tav gant da Delenn Da viken. Ha kemer […]

Teir rozenn

† Da Roparz Hemon Tad al lennegezh vodern e Breizh, gant doujañs — Eus va liorzh leun a linad Teir rozenn ‘m eus dibabet. Gant ar from va dorn o krenañ Dirak ho skeudenn ‘m eus o laket. — Ur […]