Tizh

‘N em renkomp kozhidi
War lezenn an hent
Ha sellomp o tremen
Karavanoù ‘r yaouankiz.
Petra ‘vern dimp-ni an tizh ?
N’omp mui diouzh ar c’hiz
N’hellomp mui heuilh o c’hirri
— Nag o menozioù —
— It ‘ta follidi, primoc’h
Bepred primoc’h
Emeur ouzh ho kortoz
Emaint ouzh ho kortoz :
Ar skosell. Ar c’horn-tro.
Ar blenier brell.
Ar barr-avel.
Hag… an Ankou.
It ‘ta prim, primoc’h.
Ni ar gozhidi a ray hor renk deoc’h !

24 a viz Du 1967

Print Friendly, PDF & Email