Memoriñ
Da’m mamm D’an Eurioù-mañ an noz Tregont vloaz zo fenoz Edos e maread diwezhañ Da basion er Bed-mañ. —Da basion ha va hini. Ken poanius ’oa bet an disparti Ken mat ’oa skoulmet hor buhez Gant liamm didorrus ar Garantez. […]
Da’m mamm D’an Eurioù-mañ an noz Tregont vloaz zo fenoz Edos e maread diwezhañ Da basion er Bed-mañ. —Da basion ha va hini. Ken poanius ’oa bet an disparti Ken mat ’oa skoulmet hor buhez Gant liamm didorrus ar Garantez. […]
Pelec’h out bremañ Tekla ? Pelec’h emañ da Ene ? Da gorf sklaset ha disliv Zo c’hoazh en tu-mañ d’ar bez. Arc’hoazh ’vezi diskennet e kalon an douar Te va c’hoar a boan er Bed-mañ… Tri devezh hepken out bet […]
Pediñ. Gouelañ. Memoriñ… Na hir eo bet ar Sul-mañ ! Heklevioù eus ar birc’hirinded Breizhiz o komz du-hont e Massabiella. Ar skingomz o strewiñ keleier Divizoù war ar Filmoù nevez A vare da vare darvoudoù… Petra ’vo fenoz ? […]
Mae ho salud Mari Da Itron Varia Vreizh Eus daouzek maen ho kurunenn O skediñ lintrus war ho penn Mae : ar bempvet, an emrodenn Mae ho salud Mari ! Dre vantell nevez ar c’hoadoù Marelladur ar gwrimennoù Dre leton […]
Dieub servijour ar frankiz, met nann an amrenadur Dieub an neb a gehel ar Frankiz, ar Wirionez. Ar Wirionez zoken ma tle en gloazañ, zoken ma tle en lazhañ. Dreist-holl ma tle en dasorc’hiñ. Dieub an neb a gasa kement […]
Ar yezh a garan O, na dous hag heson Eo yezh ar Boudoù mut Flouroc’h eo d’am c’halon Eget yezh rok an dud Pegen sioul, pegen flour E komz ouzhin ar gwez Ar raoskl war vord an dour Ar brug […]
… Ur voudenn Flastret, gwasket, sunet he sev Bete ‘n diwezhañ berad Taolet eo ar ruskennoù ‘N un douflez priellek — Ne chom mui ‘met plusk ha… splus Splus ! Promesa plant nevez ! … Evit ar splus-se ‘n em […]
Diskuizhañ ‘ranke du-mañ du-hont Ponner e choukad da foetañ hent Ha ponner e galon, e rann-galon. ‘N ur mare fall en doa divizet distreiñ ‘Oa ket ac’hub war ar chanterioù Edo war-nes semplañ gant an dic’hoanag Teñval ha sioul ‘oa […]
Stag war ar groaz Evel ar C’hrist en noazh Kinniget ‘m eus va foan Ha va anken Evit Breizh hag he bugale. [Kerzu 1978]
Paket en o mantilli-glav, Rok ha rechus an tamm anezho Ar bourmenerien a chom a-sav Pebezh amzer vrav ! emezo Ha pebezh Bro chagn ! Mil geuz hon eus, mil geuz, Pa nomp aet da Vro-Spagn ! Eost 1968