Ur bugel a zo ganet

Da Olivier Falher Bennozh an Neñv warnout Olivier ! Olier ? Olierig ? Un nerzh nevez zo deut d’az heul E sev gwanaet ar wezenn gozh. — Ra vo bolantez an Aotrou A vleunio da anv gwelevus ha glan. Ludu […]

Ur bloaz dija !…

Nag e tiflip an amzer ! Bloaz en deus va « Gedour » Bloaz zo, du-hont e Roazhon Amarret va daou droad Staget va divrec’h e kroaz Evel ar C’hrist war ar groaz ‘Oa skejet din va brennid noazh. Da […]

Un’ + c’hwec’h = Eizhtez

D’ar re-se a c’hounez arc’hant bras diwar gab o reor… Nann ‘ta n’eo ket faziet war E vuzul Eñ Mestr an Amzer hag ar Furnez P’en deus Eñ graet c’hwec’h devezh pemdez Deoc’h da ziskuizhañ diouzh ar Sul. Yaouankizoù o […]

Un Torkad Bleuñv

Gouel ar mammoł eo En ti ar vamm-gozh E-touez bokidi nay o bleuñv diot Ur boked kenedus Kuntuilhet war ar glizh Gant dorn un arzour Bleuñv mistr, bleuñv skañv Livioł sioul, furm heneuz O vouskanañ e yezh ar bleuñv Ar […]

Un Tammig Gwaz

Rimastellig vugel D’am mignon yaouank Herve ar Gwenn I P’oan deut da baotr-saout da Geriel Vras Me ‘soñje ganin ‘oan un tammig gwaz (2 w.) N’oa ket koulskoude echu va eizh vloaz. II Daouzek hual buoc’h ganin war va skoaz […]

Trivliad

Savet am eus va c’hein Da ehanañ. Hag ez eo paret va selloù War un dra bennak, aze, En tu all d’ar saonenn : Traoùigoù o hejañ Gant an Avel. E pign ouzh un orjalenn : Traoù bihan skañv-skañv, Traoùigoù […]

Triskell bev

E koun eus an 18-6-70, ma oa va zeir Steredenn em zi evel un Triskell bev. N’o doa nemet ur steredenn, An Tri Roue maj ! N’o doa nemet unan… Teir am eus-me din va-unan. O skinañ em Buhez, Gwrez […]

Traouigoù fromus

— Tempest war ur c’hoad da serr-noz. A-daol-trumm ur strakadenn spontus ! Ur wezenn zo kouezhet a-dreuz ar wenodenn dek paz a-raok deoc’h. Hirisañ a rit gant ar from. — Dihuniñ a-greiz an noz gant ar c’hurun o strakal. — […]

Traouigoù dudius

— Un oan bihan o taskiriat, damserr e lagadigoù, en e c’hourvez eus kostez e vamm. — Houidi bihan war ur poull ; hañval diouzh c’hoarielloù bugale. — Ul labous-ki, a seblant kousket-marv, o kregiñ da c’hrougnal dre e hun. […]

Traoù hiraezhus

— Ur vilin gozh, pell zo dilezet. Na trist. Difiñv ha kevrinus o selaou kroz ar skluz. — Un hent kozh roman, ledan ha sonn, aet da strouezheg. A-boan en e greiz ur wenodenn treuzet-didreuzet gant an drez. — Dismantroù […]