Taolennig Maeziel

… Lezenn ur valaneg e bleuñv : Morig aour o houlenniñ sioulik. Dibreder e disheol un dervenn Teir buoc’h gourvezet en tirien O taskiriat geot hag… hunvre ! Bep ar mare a hej ur skouarn ‘Giz d’un aveler Da gas […]

Taolenn Paotrig ar C’hreisteiz

A-bouez e zorn e skabell-bleg Edan e gazel e varc’h-koad Krapet eo Paotrig ar C’hreisteiz Dre wenodenn ar brouskoad Ha ‘n em staliet war lein ar roz. … P’edo o tistreiñ da serr-noz am eus gwelet e daolenn : Teir […]

Taolenn du

Na skourr, na delienn, na brañsell, Na Heol, na glav, na mouch avel Ur vrumenn ‘voug o vagañ kañv — Gouel an Anaon. Kala-goañv — Ur c’hloc’h a dint… … An taolioù glaz A dreuz ar vougenn hag a c’hloaz […]

Tan o tasorc’hiñ

… Ar Vamm-gozh a vorede O krenañ gant ar riv Damvarv ar regez en oaled Goloet gant uloc’henn al ludu klouar, Bugale a zeuas tre, Bugale piv ? Ne vern. Bugale atav furch-furch ! Merzout a rejont ar vegin : […]

Tamallerien

— An Iliz a zo pennkaoz, emezi M’eo ken diroll ar Vuhez a-vremañ — An Iliz a zo manket d’he mision An Iliz a zo bet diseblant ha didruez Ouzh ar paour ha bugale ar paour Pa oa ar pinvidig […]

Tadig

Daoust hag en Neñv ‘Vez lidet ivez deiz-ha-bloaz Ganedigezh pep kristen salvet ? Triwec’h bloavezh ha kant Va zadig paour abaoe ‘oas deut er bed Pevar-ugent vloaz out chomet War an douar a drubuilh-mañ Eizh vloaz ha tregont zo emañ […]

Sumfonienn veureel

Bemdez heñvel ha bemdez disheñvel Simfonienn veureel. Sonerezh milvedel O tiwan bep mintin notenn goude notenn War glaouier an Natur Hervez faltazi an Arzour diwelus Kanenn an deil o sourral er gwez Chourig an dour da vili ar wazh Hiboud […]

Sumfonienn Mari-Jose

Da Anjela Duval Ur Sumfonienn a zaskren Er wezenn rous… Penn peliet, barroù troc’het… An avel a c’hwenn untoniezh ur Bremañ dirollet war souflam ur c’hantved N’eus mui na frond, nag abeg-bevañ Nemet ‘n em gannañ a rafed Mennout a […]

Sul ar Beuz

Sulioù binniget va bugaleaj Sul ar Beuz binniget : Sul ar vugaligoù. Paskig an û. Gant pep den pep a voked Damvannet da eur ar vennizion Da resev e lod a zour binniget Da resev e lod a ezañs Frond […]

Sul !

… O kevrin ar Sul O kemmañ dremm ar Bed ! O verkañ war bep tra ‘Mañ Devezh an Aotrou… Sklintinoc’h son ar c’hloc’h En aer boull ar mintin Mousc’hoarzh an Heol dousoc’h D’an Douar ha d’an Dour Skeltroc’h Kan […]