Teir rozenn

† Da Roparz Hemon
Tad al lennegezh vodern e Breizh,
gant doujañs
— Eus va liorzh leun a linad
Teir rozenn ‘m eus dibabet.
Gant ar from va dorn o krenañ
Dirak ho skeudenn ‘m eus o laket.
— Ur rozenn gaer ha hi gwenn-sign :
Arouez glanded ho menozioù
— Ha kañv gwenn ar Rouanezed —
Breizh ho Rouanez zo hiziv deoc’h e kañv
— Unan ruz-flamm evel an tan
Arouez hoc’h aberzh d’ho Pro
— Unan roz-tener ‘vel ar mintin
Arouez ur Yaouankiz peurbadel
E Tír na nÓg ar Gelted.
— Joa d’hoc’h Ene da virviken
E-touez Tadoù ar Vro
Hag Enor d’ho memor
E seizh Bro Keltia !
Doue da bardono an Anaon

29 a viz Mezheven 1978

Print Friendly, PDF & Email