Dismantroù Breizh

— Ober ‘ran gwerzennoù ? — Ya, ober ‘ran gwerzennoù. Met ne blij tamm ebet din bezañ anvet barzh ! Va micher zo bet a-viskoazh troc’hañ buzhug. Ha komz ‘ran d’am loened ‘vel pa vefent tud… Va micher am eus […]

Diskar ar c’hleuzioù

Bleunioù dister. Bleunioù tener Bleunioù savet war ar girzhier Diwanet a-grap ar c’hleuzioù Hag e leton ar gwrimennoù Bleunioù koant an Nevez-amzer Hollwisket gant livioù seder Bleuñv gwenn, ha glas, ha ruz, ha roz Ha melen ‘vel stered an noz. […]

Dirak va skeudenn

‘Vel ‘toug an « Ecce Homo » ‘Vel ‘toug an Doue-den War e zremm gwask ar marv Ha dameuc’h e Anken. War va dremm kozh skarnilet ‘Lenner poanioù va Bro Va Breizh-din trevadennet O stourm ouzh ar marv. N’eus ‘met […]

Dirak ur wezenn

An enoe-se ! a glemm ar Barzh Pa ‘n em gavan penn-ouzh-penn Gant ur wezenn Dre n’ouzon ket penaos komz outi ! Komz outi, Barzh ? A-walc’h dit gouzout selaou ar wezenn o komz. Hi ‘oar kement keloù. Kement kevrin […]

Dirak an dismantr…

Tadoù-you va c’hendadoù Eus gwenva ar Gelted Gwelit o tiverañ va daeroù War ho labour dismantret Nag a boan nag a c’hwezenn ‘Oa koustet deoc’h ar c’hleuzioù ! Plantet ‘poa koad war o leinoù Kloz ha goudor pep tachenn Badezet […]

Dilezet !

Tec’het ar perc’henn Da welloc’h Bro Er c’harr-ti hanter disto Eo chomet ar c’hirri-prenn, dilezet O divrec’h digor, astennet Davet ur gazeg ne deuy mui D’o diloc’h alese. 23 a viz Mae 1967 E galleg

Digorit ho Krez

Digorit ho krez, Ho tivskoaz kaouedheñvel Digorit ho prennid ‘Vel ma tigored ur gorfenn Tiretenn ur gomodenn Digorit ho tivrec’h ‘Vel ma tigored ur prenestr Ha ma nijo kuit Richodell ho kalon Bez’ eo ‘n e stumm Ul labous divroer […]

Digomprenusted

— Petra dit tarlammat Va c’halon re dener ? Petra dit berviñ Va empenn re brim da folliñ ? Gouzout mat a ouies — Pe ne ouies ket ? — — Daoust d’ur garantez difaezhus — Zo re a ziforc’h […]

Dieub ?

Ur c’hi kailharet ha skoelf a dreuz ar porzh o stlejañ d’e heul arouezioù e sklavelezh : ur c’holier hag ur pennad stagelenn. Ki doñv, kousker ha liper-botoù Evit ‘n em ziduiñ eo e krignez Da stagellenn ganab ? Betek […]

Dienez

C’hwezhet he deus an avel vras E-pad tri deiz ; Darnijet eo an delioù kras A bep kostez. Hirvoudet ‘deus ar gwez tilh bras, Ha noz ha deiz !… Ouzh o c’hlevet am boa siwazh, Anken em c’hreiz… O c’han […]