Dienez

C’hwezhet he deus an avel vras
E-pad tri deiz ;
Darnijet eo an delioù kras
A bep kostez.
Hirvoudet ‘deus ar gwez tilh bras,
Ha noz ha deiz !…
Ouzh o c’hlevet am boa siwazh,
Anken em c’hreiz…
O c’han diwezhañ ‘deus kanet,
Barnet d’ar marv !
Troc’het ‘vezint ‘greiz o yec’hed :
Tonkadur garv…
Barnet d’ar marv, ‘vel un trubard !
Petra ‘deus graet ?
Nebeut a droug ha kalz a vad…
‘Vel-se ‘mañ ‘r bed !
« Un daolenn goant ‘oa o begoù
War an dremmwel
Hag un dudi ‘oa o boubou
Hag o brañsell.
Disheoliñ ‘raent va leur en hañv
Gant o delioù
Ha goudoriñ ‘pad ar goañv
Va zoennoù. »
— Disabrañ ‘r park gant o gwrizioù
‘Raent un nebeud,
Ha skort ‘vije an trevadoù
E-barzh ‘n o skeud.
— Petra zo kaoz neuze d’o marv ?
— Va dienez !…
Rak bezañ paour ned eo ket brav,
En gwirionez !
— Krakvevañ ‘ran ‘lec’h m’on ganet,
Gant kalz a boan :
Krapennoù sonn, douar skrilhed :
Gounid bihan !
Frejoù da gaout, ret arc’hantiñ
Ha ret klask gwerzh
Da gement ‘c’hellan dioueriñ.
Nag a aberzh !
Ret din dresañ va c’houmanant,
Va lojeiz kozh,
Pe lezel da vont en dismantr
Tra va zud-kozh.
— Hag evit sikour deus ar reuz,
Eo ret gwerzhañ
Ar gwez-tilh bras ; n’eo ket hep keuz !
Met ‘vel-se ‘mañ…
Ha va zrubuilh n’eo ket, siwazh,
Echu ganin.
Pa welo « Kêriz » ar c’hleuñ noazh !
Petra ‘glevin ?
Lavarout ‘ray din ar familh :
— Tant’ Anjela !
Petra ‘c’h eus graet eus ho kwez tilh ?
O ! memes tra !…
Ur « salon d’été » ‘oa ho porzh.
‘Skeud ar gwez kaer !…
Eus va diouer ne reont forzh !
Hag en aner
‘Diskouezin dezho ‘n toennoù
Adgraet a-bezh…
Rak hini ‘nê ne gompreno
Va zamm buhez !

Ar C’hozhvarc’had, 15 a viz Genver 1962

Print Friendly, PDF & Email