Dirak va skeudenn

‘Vel ‘toug an « Ecce Homo »
‘Vel ‘toug an Doue-den
War e zremm gwask ar marv
Ha dameuc’h e Anken.
War va dremm kozh skarnilet
‘Lenner poanioù va Bro
Va Breizh-din trevadennet
O stourm ouzh ar marv.
N’eus ‘met Doue Hollc’halloud
Ha va foanioù garv
N’o deus siwazh nep galloud
Da zasorc’hiñ va Bro.
Hogen va Breizh a garan
Outi am eus Truez
Pa n’hellan he redimañ
Gant va foan, va Buhez
Dindan va samm on bec’hiet
Ha va nerzh o steuziñ
Va c’henvroiz zo kousket
Hag hor Bro o veuziñ…
O veuziñ er mor galleg…
Torfed grevus ur vamm :
D’he bugel nac’h Brezhoneg.
— Ar Bobl na fura tamm —

22 a viz Meurzh 1974

Print Friendly, PDF & Email