E koun ur merzher

Lod a ro o Buhez berad ha berad Elfenn goude elfenn evit o Bro… Brokus out-te bet Yann-Kêl Roet ac’h eus holl war un dro Da wad tomm-berv. Flamm da Yaouankiz Nerzh da Garantez ha da Uhelvennad Da gevarc’hiñ a […]

E koun Sisil

Warc’hoazh da Ouel, mignonez N’az ankounac’hain morse. Ur rezon nevez da soñjal ennout : Adkavet ‘m eus da zremm War dremm yaouank da c’hourniz An hevelep furm, an hevelep liv Da vizaj gwenn-laezh hirvoan Da zaoulagad du o selloù berv […]

Dre ar Prenestr

A, ur c’hi ! Ur c’hi am eus gwelet ‘M eus gwelet eus va gwele Loen all ebet abaoe eizhtez Nemet ur gelienenn Ur gelienenn abaf war vordig an tas. Perak eo azezet ar c’hi e-kreiz an hent ? Dirak […]

Drak da skeudenn

Da Viviana Caouissin Noz Gouel Chandelour eo Gouel ar Goulaou. A-hed an deiz ‘m eus soñjet ennout. Na soñj ac’h eus, Viviana eus va zi paour ? Emaon azezet fenoz amañ ‘Lec’h ma oas azezet p’out deut d’am zi Ar […]

Doureier

Glav war Vreizh. Glav Noz deiz, hep arsav. Hep tav Beuzet an douar. An here en arvar. Touflezioù aet da boulloù Hentoù don da ganolioù Ar wazhig da froud. Boud er saonenn Fromus an daolenn ! Savet en e wele […]

Dour ha…

Dour kêr ! Dour al Leger ! Bet o walc’hiñ o r…r D’an alouberien estren O « Résidences secondaires » Dour lastez. Dour flaer Dour g…c’h ar water Dour silet ha verdunizet Bac’het en tuellennoù plom Dour yen ha dour […]

Douar Breizh

Ar maezioù a gomz « Seblantout a ra dit eo an avel A ra din daskrenañ ha klemm ! N’eo ket an avel Nag ar bloavezhioù N’eo ket hepken ar bloavezhioù Met an dud. Va bugale Ha bugale va bugale. […]

Dorn-ha-dorn

I O ! na brav mont da bourmen Dorn-ha-dorn, dousig koant Al loar ha mil steredenn O lintrañ ‘vel arc’hant Ha santout war hon jodoù Beradennoù glizh-noz Ken dous ha petalennoù Al lili hag ar roz ! II Na dudius […]

Don Karlos Maros

War don ar martolod I Krampouezherezed Breizh Vihan Lakit ho kleurc’hioù war an tan Emañ o tont d’ho kwelout « E Veurded » Don Karlos Pebezh enor evidout Breizh-Izel va Bro gozh ! II Karlos e Bro ar Vretoned Pell […]

Divroañ

Gwashat gwalenn a gastiz O wastañ hor Bro-ni : Tec’hel ha divroañ — O c’halon o wadañ — Reiñ o flas d’an Estren Mont holl da broleterien Zo lod hor yaouankiz Aberzhiñ o Frankiz O zud. O zi. O Douaroù […]