Digomprenusted

— Petra dit tarlammat
Va c’halon re dener ?
Petra dit berviñ
Va empenn re brim da folliñ ?
Gouzout mat a ouies
— Pe ne ouies ket ? —
— Daoust d’ur garantez difaezhus —
Zo re a ziforc’h etrezomp
‘Tre Kêriz ha Peizanted
Va gloazet en deus o goap
Hag o gloazet he deus va zaerded
— Perak an digomprenusted-se
peurbadus etrezomp ?
— Perak hor goapaat
Ober fae warnomp
Ober fent ganimp
dre ma karomp ac’hanout
Sev bev da galon vev
da zouar noazh — o va Bro !
Va Breizh. Va c’harantez. Va Buhez.
Da garout a reont-i ivez — emezo —
— Ya da ! Da sae welevus ha liesliv
Da goadoù glas. Da stêrioù.
Da lannegi aour. Da vorioù hoalus.
Da laboused ha da vleuñv.
Hogen doñjer o dije
O terc’hel etre o bizied gwenn
Ur vozad eus Douar o Bro
Trempet ken lies gant c’hwezenn
— ha gwad —
Remziadoù Breizhiz.
Dre garantez ‘vidout
Douar sakr va Bro !
E c’houzañvomp an dismegañs-se
— graet dit :
Bezañ disprizet ‘vit da re garout.
Breizh ! va c’harantez nemedout
Dit va holl nerzh bete ‘n elfenn diwezhañ
Bete ‘n Eur ma tigori da zivrec’h
D’am c’horf digounnar ha divuhez
Tra ma treizho va Ene gredus
Trema Gwenved hor Gouenn.

13 a viz Mezheven 1968

Print Friendly, PDF & Email