E koun ur merzher

Lod a ro o Buhez berad ha berad
Elfenn goude elfenn evit o Bro…
Brokus out-te bet Yann-Kêl
Roet ac’h eus holl war un dro
Da wad tomm-berv. Flamm da Yaouankiz
Nerzh da Garantez ha da Uhelvennad
Da gevarc’hiñ a ran Merzher Kristen
Kouezhet war an dachenn evit ar Pal uhelañ
— Halegenn yaouank savet e-tal ar Feunteun
An dour a Vuhez-se skuilhet evit ar Vro
A raio un Nerzh nevez da Vreizh
— N’out ket marv Yann-Kêl, met bev da viken
E kalon pep Brogarour a rummad da rummad
Joa d’az Ene e Gwenved ar Gelted
Hag Enor ha Doujañs d’az Eñvor
Bepred ha da Viken
Amen

28 a viz Here 1976

Print Friendly, PDF & Email