Dour ha…

Dour kêr ! Dour al Leger !
Bet o walc’hiñ o r…r
D’an alouberien estren
O « Résidences secondaires »
Dour lastez. Dour flaer
Dour g…c’h ar water
Dour silet ha verdunizet
Bac’het en tuellennoù plom
Dour yen ha dour tomm
Er sal-dour. War an dar
E kraou ar moc’h. E klud ar yar
Hag e poutouarn ar soubenn…
Ar puñs ? Ar feunteun ?
Se ‘oa mat gwechall…
Ret eo evoluiñ, modernizañ
Ne vern pegement e koust
Ret ober ‘vel tud kêr
Pe chom plouk betek fin ar Bed !

9 a viz Meurzh 1980

Print Friendly, PDF & Email