Erc’h Mezheven

Gant aezhennig flour Mezheven Brañsellat ‘ra an halegenn He bisigoù o tishilhañ A c’hournij en avel skañv Floupadigoù gwenn a zispeg Eus o zoupennoù dumek. Ha nij-dinij, ar malzennoù O korolliñ skañv en Oabl Zo ken espar hag Hunvreoù. Pe […]

Er c’hoad

War ballenn vlot ar c’hoad Mont a bazioù voulouz Azezañ ouzh ho troad Er brizhheol, en didrouz. Pell eus tabut an dud. Selaou sarac’h ho teil… Ha flourañ a bep eil Gant va dorn ha va sell… A vouezh dous […]

Er C’hlañvdi

E tour an Iliz kozh e tint an Añjeluz An Añjeluz kreisteiz gant e don hiraezhus Emaon em c’harc’har gwenn. N’eo ‘met hanter an deiz N’eo ‘met hanter ar boan ha hanter an enkrez. — ‘Vit darn ez eo echu […]

Ene Breizh ? Emen emañ ?

« Tout est perdu fors l’honneur. » (François 1er à sa mère Louise de Savoie au soir de la bataille de Pavie) Kollet eo pep tra nemet an Enor… Eme Roue Bro-C’hall d’e vamm Da noz emgann Pavie Ma oa […]

En koun eus va zad

1861-1941 Hiziv ez eus kant vloaz !… Du-hont e bro Tonkedeg, Damdost da zismantroù Ar c’hastell-kreñv brudet, E kêrig Runamberr ; E ti daou bried yaouank : ‘Voe ganet ur mabig, « Ar mab henañ », Hag e voe anvet […]

Eñ hag e oa dleet dezhañ bout ganet…

Abalamour ac’h eus e aberzhet, hep ur sell. Ar c’hellid-se ouzhit da-unan, brokus ennañ ar sev. O prientiñ, er c’hevrin, broñs ur vuhez E seblant dit, bepred, emañ ar sioulañs o c’harmiñ… A ! E ankouazh ! Lenn mui en […]

Em Digenvez

Aotrou ! Prennet hoc’h eus va c’harc’har Gant alc’houez ar c’hleñved. Va bac’het hoc’h eus en digenvez Hag er boan, hag er baourentez. Em noz teñval, em estrenvan yen N’am eus d’am sklêrijennañ Tra ken ‘met ar c’houlaouennig-se O teviñ […]

Eil bugaleaj

Da Ivona Martin E milin an Amzer ‘m eus malet Pilhoù va yaouankiz. Holl druilhoù va c’hoantiz. Drailhennoù va Hunvre. Froudennoù. Sorc’hennoù. Ha poanioù. Ha kañvoù. Holl ‘m eus o distrempet Gant c’hwezenn ha daeroù. Ha poazhet an doazenn E […]

E Prad ar Rinier

Houidi gouez o gouzoug glas Douryer lentik o mentell rous O voueta sioul war c’hlann ar wazh A darnij d’an disterañ trouz E-touez ar raoskl e korn ar skluz Ar yer-dour a red da ‘n em guzh An houad gouez […]

E maezioù Breizh

Ar Peurvanoù a vloaz da vloaz ‘Kemer lec’h ar parkoù hadet Bihanoc’h ‘se a vloaz da vloaz War al leur ar goustelloù ed. Ar bernioù foenn a vloaz da vloaz O kemer lec’h ar bernioù plouz Ha bihanoc’h a vloaz […]