Hegarated

Morse ne ra serr-lagad Morse ne ra seblant Da drement hep gwelout Tren ar Bed-mañ Kerzhout ‘ra hi ivez Ha mont gant he hent O tougen war he dremm Doujañs d’ar merion Da droidell ha da c’hournij Al laboused o […]

Gwinienn an Aotrou

Niverus ar re zo aet da winienn Doue Hep termal na bout ret o fediñ Pouezatet o deus ar blokad. Azezet int. Debret o deus ar vouedenn hag ar splus. Lakaet o deus o dorn war ar skourroù Torret ar […]

Gwerz ar Fontenell

I — Mamm ! me ‘glev ar c’hleier o son ‘Vit hor buhez peseurt dañjer ? — Ar Fontenell e Lannuon Ar Fontenell a lazh, a laer. II — Mamm ! Klevout ‘ran dasson ur glaz Peseurt glac’har zo c’hoarvezet […]

Furnez an Tibet

Ur yar difiñv a lieskement he diskennidi Ur paun a-boz a ra ur rod kaer gant e lost Ur marc’h doñv zo prim da redek. Sioulded un den santel zo ur merk eus e furnez Chom hep ‘n em laouenaat […]

Furnez

Asur eus an amzer hag an Ec’honder Gounit ‘ra tachenn hep strebotiñ He Gened he gwisk : hobregon soutil N’eus kuzh eviti kevrin ebet Eus dourennoù ar plant Pareañ ‘ra Ar boan-galon hag ar boan-spered. Diwar P. Etienne.

Frankiz

Gallout ‘rafen mont ‘lec’h all. Digor eo an Hentoù, an Oabl ma tremen ar gwazi gouez, hag ar Morioù en Tu-Hont gant o c’heinoù skant. Gallout ‘rafen bevañ ‘n un doare all. Tra ma sav d’am malvennoù ar sev a […]

Fest-noz ’ti Anjela

Kemer ‘rin an holl c’herioù a garez a c’han eus an douar a hadez Evel greunennoù gwinizh evit reiñ deomp an hañv… Kemer ‘rin deil-bleuñv da varzhonegoù o reiñ a rin d’an avel reder-bro Ma’z aint da skuilh o frond […]

Ene ar roz

Bez’ o deus un ene ar roz. Maouezed int-i ar roz. ‘Velte o deus an holl garmoù Kened, tenerded ha daeroù Na zideilit morse rozenn Rak e kevrin pep rozenn Ene ur vaouez zo enklozet Ha hi eo a c’houzañv […]

Eñ hag e oa dleet dezhañ bout ganet…

Abalamour ac’h eus e aberzhet, hep ur sell. Ar c’hellid-se ouzhit da-unan, brokus ennañ ar sev. O prientiñ, er c’hevrin, broñs ur vuhez E seblant dit, bepred, emañ ar sioulañs o c’harmiñ… A ! E ankouazh ! Lenn mui en […]

Doue hag an Den

Doue — Graet am eus ar Bed gant pri ha dour Te ac’h eus graet an Islam, an Tartaria, Zanzibar Te ac’h eus graet ar C’hleze, ar bir hag ar fuzuilh Eus an douar am eus graet an dir pur […]